Loudieg
Loudieg | ||
---|---|---|
![]() Straed Pondi. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Loudia, Lódeyac | |
Anv gallek (ofisiel) | Loudéac | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Loudieg (pennlec'h) | |
Kod kumun | 22136 | |
Kod post | 22600 | |
Maer Amzer gefridi | Gérard Huet 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Loudieg Kumuniezh - Kreiz Breizh | |
Bro velestradurel | Bro Kreiz Breizh | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 9 652 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 120 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 162 m bihanañ 73 m — brasañ 245 m | |
Gorread | 80,24 km² | |
kemmañ ![]() |
Loudieg a zo ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor, e-kreiz ar vro. Pennlec'h Kanton Loudieg eo.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lec'hiet eo Loudieg e Kreiz-Breizh, etre an hentoù N164 (Roazhon-Brest) ha D700 (Sant-Brieg-Pondi). 30 mn diouzh Sant-Brieg hag 1 eur diouzh Roazhon.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavout a reer ar stummoù-mañ: Locduiac (etre 1066 ha 1082), Lodeac (e 1149), Lodoach (e 1223), Lodeac (e 1239, e 1264), Parrez ha burgus Lodeiac (e 1263), Lodoiac (e 1269, e 1280), Loudeac (e 1271), Lodoyac (e 1286), Lodeac (e 1296), Lodehac (e 1369), Loudeac (e 1396). Ar stumm melestradurel a-vremañ a zeu war wel e 1427 (Dielloù Liger-Atlantel, B 2979).
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lodaog pe Lozaog, gant tud zo, e brezhoneg(Daveoù a vank).
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En glazur e deir gwerzhidenn en argant ; e gab en gul, karget gant teir mailhenn en aour.[2] |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1491: arme Bro C'hall a voe ac'hubet Loudieg ganti.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Diazezet e voe an Ospital Milourel Klokaus Niv 78 e Loudieg e-pad ar Brezel-bed kentañ; gloazidi a oa erruet e miz Gwengolo dija, ha krouet e voe an ospital d'an 2 a viz Here 1914; serret e voe e dibenn miz Du 1917[4].
- E 1917 e voe degemeret repuidi, 63 Gall ha 62 Velgiad e Loudieg[5]; e mizioù Meurzh hag Ebrel 1918 e teuas pemp repuad all eus departamantoù gall Oise ha Somme abalamour d'an dagadenn alaman bet boulc'het e miz Meurzh[6].
- 220 gwaz hervez monumant ar re varv (d.le. 3,83% eus ar boblañs e 1911) er gumun, met 251 hervez monumant Santez-Anna-Wened, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[7].
- D'an 28 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez (Hampden I marilhet AD834 ha kodet VN-?) eus ar Royal Air Force e Quilliant, nepell eus Loudieg. Daou nijour eus he laz a varvas. Douaret e voent e bered ar gumun. Unan all a voe serret d'an Alamaned, unan all a zeuas a-benn da achap[8].
- dieubet e voe Loudieg d'an 3 a viz Eost 1944 gant lu ar Stadoù-Unanet[9].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Beziet eo bet enni soudarded eus ar brezelioù-bed hag izili eus ar Rezistañs
Bro | Niver a dud |
---|---|
![]() |
2 (Royal Air Force) |
Hollad | 2 |
- Bezioù ar C'hommonwealth: daou nijour marvet e miz Ebrel 1941, e-pad an Eil brezel-bed, pa gouezhas o c'harr-nij nepell eus Loudieg[10],[11].
Melestradurezh: ar Vaered[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Amzer | Anv | Strollad | Micher |
---|---|---|---|
13.06.1976 - ... | Pierre Étienne | ||
2001 - ... | Gérard Huet | Hep Strollad | Kelenner |
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Luc'hskeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Iliz katolik Sant Nikolaz
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1895 : Jeanne Malivel, arzourez.
- 1901 : Yann Sohier, skolaer ha difenner ar brezhoneg er skol.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
de Kaërbout / de Kerbout
Aotrounez la Vallée |
En gul e dri ezev en argant, 2, 1 |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Büdingen | 1983 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Eus skoed an tiegezh Roc'han e teu ar mailhennoù.
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ Le Pays de Loudéac et la Grande Guerre 1914-1918, Mémoire du Pays de Loudéac, Eil c'hwec'hmiziad 1995, pajennoù 22 ha 23
- ↑ Le Pays de Loudéac et la Grande Guerre 1914-1918, Mémoire du Pays de Loudéac, Eil c'hwec'hmiziad 1995, pajenn 20
- ↑ Le Pays de Loudéac et la Grande Guerre 1914-1918, Mémoire du Pays de Loudéac, Eil c'hwec'hmiziad 1995, pajenn 23
- ↑ Le Pays de Loudéac et la Grande Guerre 1914-1918, Mémoire du Pays de Loudéac, Eil c'hwec'hmiziad 1995, pajenn 49
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, p.8, Éditions Astoure, 2008
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Pertes RAF ABSA 39-45