Boezinge

Eus Wikipedia
Boezinge

Banniel 125px-BannielIeper.gif
Skoed Blason ville be Boezinge.svg
Lec'hiadur
BoezingeLocation.svg
Riez Flag of Belgium (civil).svg Belgia
Rannvro Banniel Rannvro Flandrez Flandrez
Proviñs Flag of West Flanders.svg Kornôg-Flandrez
Arondisamant Ieper
Kumun Ieper
Kod post ..
Kod pellgomz ...
Maer
Gorread 18,24 km²
Led 50° 53' 44" Norzh
Hed 02° 51' 30" Reter
Uhelder .. m
Poblañs hep kontoù doubl 2 216 (1999)
Stankter 122 a./km²

Boezinge en izelvroeg, Boezienge e flandrezeg kornôgel, a zo ur gumun a-wechall eus Flandrez Belgia e rannvro Westhoek hag e proviñs Kornôg-Flandrez. Lakaet eo bet e kumun Ieper gant lezenn 1977.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Brezel-bed kentañ: Ar c’hentañ argad alaman gant aezhennoù mougus zo bet kaset war-raok d’an 22 a viz Ebrel 1915 da 5 eur d’abardaez, a-enep da soudarded ar 87vet D.I.T hag ar 45vet D.I war dalbenn ar brezel Steenstrate Langemark St Juliaan[1].

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er vourc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Iliz katolik Sint Michiel.
  • Monumant ar re varv.

Er "C'harrefour des Roses" (kroaz-hent "Molenstraat" ha "Poezelstraat")[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eno e voe staliet ur c'halvar (XVIvet kantved) eus Louergad e Breizh evit enoriñ ar Vretoned marvet eno e-kerzh ar Brezel-bed kentañ hag ivez un daol-vaen eus Henant-Bihan[2]. Emañ monumant ar barzh iwerzhonat Francis Ledwidge just e-kichen, lec'h ma voe lazhet e dibenn miz Gouhere 1917.

Bezioù milourel ar C'hommonwealth[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 15
Hollad 15

Ur bez ag ar Brezel bed kentañ ha 14 bez ag an Eil Brezel Bed a gaver enni. [3]

Bered ar C'hommonwealth : Artillery Wood Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Red Ensign of South Africa (1910–1912).svg Afrika ar Su 1
Flag of Australia.svg Aostralia 5
Flag of Canada (1868–1921).svg Kanada 40
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 1 255
Flag of New Zealand.svg Zeland-Nevez 2
Dianav 4
Hollad 1 307

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e dibenn miz Gouere 1917. Implijet e voe evel ur vered ag an talbenn betek miz Meurzh 1918. 141 bez a voe enni pa voe sinet an arsav-brezel e miz Du 1918. Brasaet e voe da zegemeret bezioù o tont eus an tachennoù-emgann arall hag eus beredoù bihan arall[4].

Lazhet e voe ar barzh kembreat Hedd Wyn hag ar barzh iwerzhonat Francis Ledwidge e Boezinge d'ar 31añ a viz Gouere 1917. Douaret int bet er vered.

Bered ar C'hommonwealth:Bard Cottage Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Red Ensign of South Africa (1910–1912).svg Afrika ar Su 2
Flag of Germany (1867–1918).svg Alamagn 4
Flag of Canada (1868–1921).svg Kanada 15
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 1 622
Hollad 1 643

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Even 1915. Implijet e voe betek miz Here 1918. Goude arsav-brezel miz Du 1918 e voe degaset 14 bez eus ar parkeier tro-dro ha 32 vez eus ar vered Marengo Farm Cemetery, homañ o vout tost-tre e tu ar Su[5].

Bered ar C'hommonwealth : Dragoon Camp Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 66 (10 anezhe chomet dianav)
Hollad 66

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet d’an 9 a viz Eost 1917 gant Kembreiz an 38th (Welsh) Division. Anvet e voe Villa Gretchen Cemetery da gentañ. Ar gêr saoznek Dragoon a dalv Aerouant e brezhoneg, an Aerouant ruz o vout arouez Kembre. Implijet e voe ar vered betek miz Here 1918[6].

Bered ar C'hommonwealth : Welsh Cemetery (Caesar’s Nose)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 68
Hollad 68

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917 gant Kembreiz an 38th (Welsh) Division. Anvet e voe Villa Gretchen Cemetery da gentañ. Implijet e voe betek miz Du 1917[7].

Bered ar C'hommonwealth : Colne Valley Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 47
Hollad 47

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1915 gant Saozon an Territorial battalions of 49th (West Riding) Division. Implijet e voe betek miz C’hwevrer 1916[8].

Bered ar C'hommonwealth : Essex Farm Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Flag of Germany (1867–1918).svg Alamagn 5
Flag of Canada (1868–1921).svg Kanada 9
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 1 107
Chomet dianav penn-da-benn 83
Hollad 1 204

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Ebrel 1915. Implijet e voe betek miz Eost 1917[9].

Bered ar C'hommonwealth : Talana Farm Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 529
Hollad 529

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Ebrel 1915 gant soudarded c’hall. E miz Even 1915 e krogas ar 1st Bn. Rifle Brigade hag ar 1st Bn. Somerset Light Infantry d’ober war he zro. Implijet e voe betek miz Meurzh 1918[10].

Bered ar C'hommonwealth : La Belle Alliance Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 60
Hollad 60

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz C’hwevrer 1916 gant an 10th hag an 11th King’s Royal Rifle Corps. Bezioù arall a voe ouzhpennet enni e mizioù Gouere hag Eost 1917. Anvet eo ar vered diwar anv un atant a zo e kichen[11].

Bered ar C'hommonwealth : No Man’S Cot Cemetery[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom (3-5).svg Rouantelezh-Unanet 60
Hollad 60

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917. Implijet e voe betek miz Meurzh 1918. Kalz ag ar soudarded a zo douaret enni a oa Skosiz eus ar 51st (Highland) Division[12].

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ti-bresañ Sas.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An ti-gar, serret.

Emdroadur ar boblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]