Langemark

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An iliz katolik Sint-Paulus
Langemark

Lec'hiadur Langemark e Kumun Langemark-Poelkapelle
LangemarkLocation.svg
Riez Flag of Belgium (civil).svg Belgia
Kumuniezh Banniel kumuniezh flandrezek Belgia Kumuniezh flandrezek
Rannvro Flag of Flanders.svg Flandrez
Proviñs Flag of West Flanders.svg Kornôg-Flandrez
Arondisamant Ieper
Kumun 80px-SkoedLangemarkBelgia.gif Langemark-Poelkapelle
Kod post 8920
Kod pellgomz 057
Gorread 31,67 km2
Led 50° 54' 48 Norzh
Hed 02° 55' 05 Reter
Uhelder .. m
Poblañs hep kontoù doubl 5 144 (31.12.2006)
Stankter 162 a./km²

Langemark a zo ur rann-gumun eus Langemark-Poelkapelle e Kornôg-Flandrez e Belgia . E 1971, strollet e voe Langemark ha Bikschote. E 1977, lakaet int bet e kumun Langemark-Poelkapelle.

Beredoù ar Brezel bed kentañ[kemmañ]

Bered al Lu alaman: Studentenkerkhof (Bered ar Studierion)[kemmañ]

Ur mell bered alaman a gaver er gumun gant 35 060 soudard enni.

Sacred uur bij het ​​monument van Langemark (10 juli 1932)
Monumant er vered alaman

Bered ar C'hommonwealth: Cement House Cemetery[kemmañ]

Bro Niver a soudarded
Red Ensign of South Africa 1910-1912.svg Afrika ar Su 1
Flag of the German Empire.svg Alamagn 1
Flag of Australia.svg Aostralia 19
Flag of France.svg Frañs 1
Canadian Red Ensign 1868-1921.svg Kanada 58
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 3 477
Flag of New Zealand.svg Zeland-Nevez 10
Hollad 3 567

Ur vered krouet e-pad ar Brezel bed kentañ eo, met implijet e voe e-pad an Eil Brezel Bed ivez. An anv Cement House a oa bet roet d'un ti-feurm a oa bet lakaet da greñv-lec'h. Digoret e oa bet ar vered e miz Eost 1917 hag implijet eo bet betek miz Ebrel 1918; d'ar poent-se, ne oa nemet 231 bez ag ar C'hommonwealth enni. Implijet eo bet ar vered gant al Lu Gall ivez, met tennet eo bet ar bezioù gall (tro 500) e 1922. Bodet eo bet enni bezioù ar C'hommonwealth deut eus beredoù ar c'humunioù hag an tachennoù-emgann tro-war-dro. 2 398 eus bezioù ar C'hommonwealth eus ar Brezel bed kentañ a zo dianv. 22 milour ag ar C'hommonwealth bet marvet e-pad an Eil Brezel Bed a zo douaret er vered, pemp anezhe a zo chomet dianv. Implijet e vez c'hoazh evit douarañ ar relegoù a zalc'her da gavout[1].

Bered ar C'hommonwealth: Ruisseau Farm Cemetery[kemmañ]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 82
Hollad 82

Ur vered krouet e-pad ar Brezel bed kentañ eo. Anv ar vered a zeu eus hini un atant bet tapet gant ar Guards Division d'an 8 a viz Here 1917. Implijet e voe e voe betek miz Du 1917, gant ar Ganolierezh pergen [2].

Bered ar C'hommonwealth: St. Julien Dressing Station Cemetery[kemmañ]

Bro Niver a soudarded
Red Ensign of South Africa 1910-1912.svg Afrika ar Su 5
Flag of Australia.svg Aostralia 10
Canadian Red Ensign 1868-1921.svg Kanada 15
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 395
Flag of New Zealand.svg Zeland-Nevez 3
Hollad 428

Ur vered eus ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e oa bet ar vered e miz Gwengolo 1917 hag implijet eo bet betek miz Meurzh 1918. Bodet eo bet enni bezioù arall deut eus an tachennoù-emgann[3].

Bered ar C'hommonwealth: Dochy Farm New Cemetery[kemmañ]

Bro Niver a vilourion
Red Ensign of South Africa 1910-1912.svg Afrika ar Su 17
Flag of Australia.svg Aostralia 304
Canadian Red Ensign 1868-1921.svg Kanada 58
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 524
Flag of New Zealand.svg Zeland-Nevez 98
Dianav (Commonwealth) 412
Dominion of Newfoundland Red Ensign.svg Douar-Nevez 1
Hollad 1 439

Ur vered eus ar Brezel bed kentañ eo. Krouet e voe goude arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 evit bodañ korfoù ar vilourion bet lazhet en emgannoù e Boezinge, Sint-Juliaan (Langemark), Frezenberg ha Passendale [4].

Bered ar C'hommonwealth: Seaforth Cemetery, Cheddar Villa[kemmañ]

Bro Niver a soudarded
Canadian Red Ensign 1868-1921.svg Kanada 1
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 147
Hollad 148

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. An anv Cheddar a oa bet roet gant ar vilourion tost ag an dachenn-emgann d'an atant a zo e-kichen. Start e voe an emgannoù er c'horniad. Douaret e voe ar re varv tost ag an dachenn-emgann . Kanoliataet ha bombezet garv e voe ar vered, pezh a reas distrujoù enni. 101 ag ar 148 bez a zo eus ar 2nd Seaforth Highlanders (Skosiz): diwar goulenn an ofisour e penn ar Batalion e voe roet an anv Seaforth d'ar vered e 1922[5].

Bered ar C'hommonwealth: Bridge House Cemetery[kemmañ]

Bro Niver a soudarded
Flag of the United Kingdom.svg Rouantelezh-Unanet 45
Hollad 45

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ. Anvet eo diwar an ti-feurm a zo en he c'hichenn. Krouet e voe gant an 59th (North Midland) Division e dibenn miz Gwengolo 1917. Diwar ar 45 soudard douaret enni, 44 a voe lazhet e-doug Emgann Polygone Wood (26-29 a viz Gwengolo 1917), pevar o vezañn chomet dianv[6].

Dave ha notennoù[kemmañ]

  1. WW1 Cemeteries
  2. WW1 Cemeteries
  3. WW1 Cemeteries
  4. WW1 Cemeteries
  5. WW1 Cemeteries
  6. WW1 Cemeteries