Douar-Nevez
| Rann eus | Douar-Nevez ha Labrador |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Ktaqmkuk |
| Yezh ofisiel | Newfoundland English, Newfoundland French, Newfoundland Irish |
| Kevandir | Norzhamerika |
| Stad | Kanada |
| E tiriad | Douar-Nevez ha Labrador |
| Gwerzhid-eur | UTC−03:30, America/St_Johns |
| War ribl | Pleg-mor Sant-Laorañs, Mor Labrador, Meurvor Atlantel |
| Daveennoù douaroniel | 48°32′30″N 56°7′30″W |
| Poent uhelañ | The Cabox |
| Moneiz | Canadian dollar, Newfoundland dollar |
| Banniel (deskrivadur) | Newfoundland Tricolour |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Newfoundland |

Douar-Nevez pe an Douar-Nevez (Newfoundland e saozneg, distaget : ['njuw fən 'lænd] ; Terre-Neuve e galleg; Talamh an Éisc en iwerzhoneg ; Ktaqamk e mikmakeg), a zo un enezenn eus Reter Kanada er Meurvor Atlantel. Un darn eo eus proviñs Douar-Nevez ha Labrador. 115 220 km² a zo d'an enez ha 470 000 a dud a oa o chom enni e 2000. Saint John's eo ar gêr-benn. Er “Bed Nevez” eo al lec'h anavezet da gentañ gant an Europeaned, ha diwar-se e teu hec'h anv.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-tal genoù aber ar Sant-Laorañs emañ an Douar-Nevez. E penn Norzh an enezenn emañ enez Belle Isle, badizet gant an ergerzher Jakez Karter. Dispartiet eo Douar-Nevez eus aodoù Labrador ha Kebek (rannvro Côte-Nord) gant Strizh-mor Belle Isle. Er Su eus an enezenn e kaver Sant-Pêr-ha-Mikelon, un enezeg vihan gall, ha muioc'h er su emañ Enez ar C'hab Breton, ul lodenn eus proviñs kanadian Skos Nevez.
E gevred an enezenn emañ Saint John's, kêr-benn proviñs Douar-Nevez ha Labrador, ha ledenez Avalon.


Yezhoù ha lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar bobl engenidik Beothuk a gomze ar beotukeg, ur yezh varv bremañ.
Komzet e vez rannyezhoù eus ar saozneg hag ar galleg. [1] Bez e oa ur rannyezh eus an iwerzhoneg en XIXvet kantved anvet "iwerzhoneg an Douar-Nevez".[1] Gouezeleg Bro-Skos, eus he zu, a veze komzet ivez en enezenn e-pad an XIXvet kantved hag e deroù an XXvet kantved, dreist-holl e korn-bro Traoñienn Codroy, gant tud o tont eus Enez ar C'hab Breton, e Skos Nevez. [2] An anvioù gouezelek a rae dave d'ar pesketa : e gouezeleg Bro-Skos e oa anvet Eilean a' Trosg, da lavaret eo "Enez ar Moru".[3] Gwall heñvel eo an anv iwerzhonek Talamh an Éisc hag a dalv "Enez ar Pesked".
Anvioù-lec'h an enezenn a zeu eus ar saozneg hag ar galleg dreist-holl, hag a-wechoù eus Breizh en norzh, da skouer Belle Isle, Enez Groais ha Saint Lunaire. Anvioù-lec'h portugalek a zo ivez, rak merdeerien bortugalat a zo bet o tremen ivez a-vaez aodoù an enezenn.
Chas
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur ouenn chas, a orin eus an enezenn zo anvet Douar-Nevez, pe NewFoundland pe Newfie, hervez o anvioù saoznek, pe Terre-Neuve diwar o anv gallek. Gwelout Douar-Nevez (ki).