Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus LFE)
Mont da : merdeiñ, klask

Al Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel (LFE) a zo ul lizherenneg bet ijinet a-ratozh kaer evit gallout treuzskrivañ sonennoù n'eus forzh peseurt yezh komzet.

Setu un nebeud skouerioù:

yezh ger skrivet fonetikel fonologel
galleg endurer [ɑ̃.d̪y.ˈʁe] /ɑ̃.dy.ˈre/
alamaneg dulden [ˈdʊl.dn̩] /ˈdul.dn/
saozneg tolerate [ˈtʰɒl.əɹ.eɪt] /ˈtɒl.ər.eɪt/
spagnoleg aguantar [a.ɰwan̪.ˈt̪aɾ] /a.guan.ˈtaɾ/
sinaeg [ʐə˨˩˦n] /ren3/

Bez' ez eus 118 lizherenn diazez el LFE hag a dalvez da dreuzskrivañ ar sonioù kavet an aliesañ e yezhoù ar bed. An darn vrasañ eus al lizherennoù a zo lizherennoù latin pe gresianeg treuzfeurmet pe get, d.s. ɾ, ɽ, ɺ, ɹ diwar r ha ɘ, ǝ diwar e.

Sinoù ispisial all a c'hell bezañ implijet a-gevret gant al lizherennoù diazez evit sonioù all na vezont ket kavet gwall alies e yezhoù ar bed pe c'hoazh evit diskwel diforc'hioù fonetikel bihan. 76 sin a seurt-se ez eus, evel, da skouer [β̞] e lec'h [β]. Sinoù all ez eus ivez evit diskwel an tonennoù ha lec'h an taol-mouezh (') pe ur gensonenn silabennek ( ̩).

Implijet e vez kromelloù evit an treuskrivadennoù fonetikel evit o diforc'hañ diouzh an treuzskrivadennoù fonologel.

Istor al LFE[kemmañ]

Diorroet e oa bet er penn-kentañ al lizherenneg gant kelennerion war ar saozneg ha war ar galleg dindan beli Paul Passy a laboure e framm ar Gevredigezh Fonetikel Etrebroadel bet krouet e Pariz e 1886 gant an anv Dhi Fonètik Tîcerz' Asóciécon. Embannet e voe al lizherenneg evit ar wech kentañ e 1888 awenet gant al lizherenneg romek ijinet gant Henry Sweet, diorroet war he zro diwar diazezoù al lizherenneg fonotipikel krouet gant Isaac Pitman hag Alexander John Ellis.

Adwelet eo bet al lizherenneg peder gwech en holl betek-henn e 1900, e 1932, e 1989 hag e 1993.

Al lizherenneg[kemmañ]

Vogalennoù[kemmañ]

Vogalennoù
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok A-greiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
Blank vowel trapezoid.svg
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Damserr
Serr-etre
Etre
Digor-etre
Damzigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Rannoù[kemmañ]

Lizherennoù zo el LFE evit ar vogalennoù pennañ distaget dre ar genoù (da lavarout eo hep friadur). Renket e vez ar vogalennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul :

  • an digoradur : digor, damzigor, digor-kreiz, kreiz, serr-kreiz, damserr, vogalenn serr
  • o lec'h distagañ : a-raok, tost a-raok, a-greiz, tost a-dreñv, a-dreñv ;
  • diouzh ma vezont rontaet pe get

Hirder ar vogalennoù[kemmañ]

Diskwelet e vez ez eo hir ur vogalenn gant ur sin ispisial anvet kronenn (ː). Peurliesañ avat e vez implijet an daou bik en e blas, d.s. [a:] e-lec'h [aː].

Kensonennoù[kemmañ]

  Kensonennoù Gwelit ivez: LFE, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Kevig Drekkevig Tro-gil Staon Drekstaon Huged Lañchenn Ankoue Troc’h-avel Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ̟ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɕ ʑ ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.

Rannoù[kemmañ]

Renket e vez ar c'hensonennoù hervez ar perzhioù-mañ da heul :

  • diouzh ma vezont mouezhiet pe divouezh

Hirder ar c'hensonennoù[kemmañ]

Diskwelet e vez ar c'hensonennoù hir er memes mod hag ar vogalennoù, d.s. treuzskrivet e vefe ar magyareg mit mondott? ('petra ac'h eus lâret?') [mɪt̪ mo̟n̪d̪o̟t̪ː] pe ez-fonologel /mit mondotː/.

Ar silabennoù[kemmañ]

Implijet e vez ur varrennig uhel (ˈ) a-raok ur silabenn evit diskwel lec'h an taol-mouezh pennañ. Evit an taol-mouezhioù a eil renk e vez implijet ur varrennig izel (ˌ).

Talvezout a ra ar pik (.).

Da skouer, setu penaos e vez treuzskrivet ar ger alamanek Rindfleischetikettierungsüberwachungsaufgabenübertragungsgesetz [ˌʁɪnd̥.flaɪʃ.ʔe.tɪ.ke.ˌtiː.ʁʊŋs.ʔyˑ.bɐ.va.χʊŋs.ʔaʊf.ˌgɑː.bn̩.ʔyˑ.bɐ.ˌtʁ̥ɑː.gʊŋs.gə.ˈzɛt͡s].


Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diabarzh[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.