Vogalenn beuzserr
Neuz
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn beuzserr (saoz.: near-close vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod un tammig pelloc'h diouzh topen ar genoù evit ur vogalenn serr, hanter-hent etre ur vogalenn serr hag ur vogalenn damserr.
Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
- vogalenn beuzserr tost a-raok nann-ront [ɪ], d.s. iwerzh. duine ([dɪnʲə]; "den")
- vogalenn beuzserr tost a-raok ront [ʏ], d.s. norv. nytt ("nevez")
- vogalenn beuzserr tost a-dreñv ront [ʊ], d.s. al. Schutz ("gwarezadur")
N'anavezer vogalenn beuzserr tost a-dreñv nann-ront disheñvel diouzh an hevelep vogalenn ront e yezh ebet.