Vogalenn damzigor greiz ront
Neuz
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
| LFE – niverenn | 395 |
| LFE – unicode | ɞ |
| LFE – skeudenn | |
| X-SAMPA | 3\ |
| Selaou | |
|---|---|
Ur vogalenn a drede renk eo ar vogalenn damzigor greiz ront, treuzskrivet [ɞ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 395.
Klotaat a ra gant ar vogalenn damzigor greiz plaen [ɜ].
Dre fazi e oa bet embannet gant LFE ar stumm <ʚ> ha hennezh an hini eo a vez kavet e unicode daoust ha m'eo <ɞ> ar stumm reizh.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Yezh | Ger | LFE | Ster |
|---|---|---|---|
| Iwerzhoneg | tomhail | [tɞ̜ːlʲ] | 'debr!' |