Vogalenn damzigor a-dreñv plaen
Neuz
Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
| LFE – niverenn | 314 |
| LFE – unicode | ʌ |
| LFE – skeudenn | |
| X-SAMPA | V |
| Selaou | |
|---|---|
Unan eus ar vogalenn a eil renk eo ar vogalenn damzigor a-dreñv plaen, treuzskrivet [ʌ] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 314. Klotaat a ra gant ar vogalennoù a gentañ renk [ɔ].
Implijet e vez ez-hengounel evit treuzksrivañ ar vogalenn beuzdigor greiz [ɐ] e rannyezhoù saoznek 'zo, ha dreist-holl saozneg unvan ar Rouantelezh Unanet, daoust ha ma vez distaget [ɐ] abaoe diwezh an Eil Brezel Bed d'an nebeutañ.
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Yezh | Ger | LFE | Ster |
|---|---|---|---|
| Saozneg unvan (RU) | plus | [plʌ̟s] | 'plus' |
| Iwerzhoneg | ola | [ʌlˠə] | 'eoul' |
| Koreaneg | 벌 | [pʌl] | 'kastiz' |
| Ruseg | голова | [gəlʌ̟ˈva] | 'penn' |
| Vietnameg | tây | [tʌ̄j] | 'kornôg' |