Vogalenn damserr a-dreñv ront
LFE – niverenn | 307 |
LFE – unicode | o |
LFE – skeudenn | |
X-SAMPA | o |
Selaou |
---|
Unan eus ar vogalennoù a gentañ renk eo ar vogalenn damserr a-dreñv ront, treuzskrivet [o] hervez reolennoù al lizherenneg fonetikel etrebroadel, ganti an niverenn dave 307.
A-wezhoù e vez kavet ar vogalenn [o] evel ur fonem disheñvel diouzh [ɔ] evel e galizeg "el colle" ([ɔ]; "kemer a ra eñ") kv. "colle ti" ([o]; "kemer te") hag a-wezhoù e vez kavet koulz /ɔ/ hag /o/ evel alofonennoù an arc'hfonem |O| evel e brezhoneg "loked" (['lokɛt]: berr) kv. "logod" (['lɔ:gɔt]: hir).
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yezh | Ger | LFE | Ster | |
---|---|---|---|---|
Brezhoneg | l'oked | ['lokɛt] | '-' | |
Izelvroeg | kool | [koʊ̯l] | 'kaol' | |
Estonieg | tool | [toːlʲ] | 'kador' | |
Faroeg | tosa | [ˈtoːsa] | 'komz' | |
Galleg | réseau | [ʀe̝ˈzo̝] | 'roued' | |
Alamaneg | Kohl | [kʰoːl] | 'kaol' | |
Hungareg | kór | [koːr] | 'kleñved' | |
Islandeg | bók | [bou̯k] | 'levr' | |
Italianeg | foro | [ˈfoːro] | 'hole' | |
Portugaleg | dor | [doɾ] | 'pain' | |
Svedeg | åka | [ˈoːka] | 'travel, go' | |
Vietnameg | tô | [tō] | 'soup, bowl' |
Vogalenn etre a-dreñv ront
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E meur a yezh, en o zouez ar japaneg, ar soazneg unvan (R.U.), ar spagnoleg, ar c'horeaneg hag an turkeg, e kaver ur vogalenn etre a-raok disheñvel-mik koulz diouzh ar vogalenn damserr a-raok plaen [o] hag diouzh ar vogalenn damzigor a-raok plaen [ɔ]. Neaozh, dre ma n'anavezer yezh ebet ma vez enebiet ganti an teir vogalenn-se war un dro n'eus arouezenn ispisial ebet evit treuzskrivañ ar vogalenn etre-se ha peurliesañ e reer gant an arouezenn [o] hepmuiken pe c'hoazh mar bez ezhomm gant ar sin diakritek ispisial a dalvez da verkañ ar fed m'emañ produet ur vogalenn izeloc'h evit boaz, da skouer [o̞̞].
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amañ eo bet graet war-eeun gant an arouezenn [o] kentoc'h evit [o̞̞̞] evit eeunaat an treuzskrivadurioù:
Yezh | Ger | LFE | Ster | |
---|---|---|---|---|
Kroateg | kolodvor | [kolodvoːr] | 'porzh-houarn' | |
Finneg | koloon | [ˈkoloːn] | 'd'an toull' | |
Gresianeg | ωκεανός | [oˌceaˈnos̠] | 'meurvor' | |
Japaneg | 日本 | [nʲipːõɴ] | 'Japan' | |
Roumaneg | copil | [koˈpil] | 'bugel' | |
Ruseg | сухой | [sʊˈxoj] | 'sec'h' | |
Spagnoleg | todo | [ˈt̪oðo] | 'holl' | |
Turkeg | kol | [koɫ] | 'brec'h' | |
Ukraineg | поїзд | [ˈpojizd] | 'tren' |