Nederlandeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Izelvroeg)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Nederlandeg
(Nederlands)
Perzhioù
Komzet e : Izelvroioù
Belgia
Frañs
Surinam
Aruba
Antilhez Nederlandat
Rannved : Europa
Komzet gant : 22 000 000
Renkadur : 37-48
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Izelvroioù
Belgia
Surinam
Aruba
Antilhez Nederlandat
Unaniezh Europa
Akademiezh : Nederlandse Taalunie
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 nl
ISO 639-2 dut / nld
ISO 639-3
Kod SIL NLD

Lennit ivez ar pennad Yezh

An nederlandeg eo yezh ofisiel an Izelvroioù ha hini un toulladig Stadoù bet en o dalc'h, evel Surinam, an Antilhez Nederlandat, Aruba. Ur yezh ofisiel eo ivez e Belgia, hag unan eus yezhoù ofisiel Unaniezh Europa.

Komzet e vez ivez e norzh Frañs, er vro anvet Flandrez an Arvor pe Westhoek.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un anv all a gaver evit ar yezh-se, izelvroeg, savet diwar anv an Izelvroioù. E brezhoneg e c’heller kavout ivez hollandeg, abalamour d'ar c'hemmesk etre ar vro a-bezh, an Izelvroioù, hag ul lodenn anezhi, Holland. Un anv all a gaver c’hoazh e skridoù brezhonek gwechall evit ar yezh-se a-wechoù : flamankeg pe flamanteg pe flamantach ; war skouer ar pezh a veze lavaret e galleg gwechall (flamand).

Yezh ar sinoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]