Kaozeal:Izelvroeg

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Me am bije graet kentoc'h gant "izelvroeg" (kv. "Izelvroioù"), troet diwar "nederlands": "neder" = "izel(añ)" (kv. saozneg "nether") + "land" = "bro" + dibenn "-s" = "-eg" (kv. saozneg "-ish"). Pa ne neer ket "Nederlanden" ("Nederlandoù?") ouzh ar vro ne gomprenan ket perak e rafer gant "nederlandeg" evit anv ar yezh. N'on ket ur mailh war an afer-ma, met hrevez ma ouvezan eo Holland ur rann eus an Izelvroioù ("Holland" = "Uhelvro"?), ha neuze ne vefe ket ar memes tra dre an izelvroeg (yezh unvan) hag an hollandeg (ur rannyezh). Mat e vefe sklaeraat an traoù avat gant tud a oar gwelloc'h evidon. --Neal (Kaozeal) 26 Gen 2007 da 17:30 (UTC)[respont]

Izelvroeg, abaoe an XXvet kantved. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2022 da 21:37 (UTC)[respont]
  • 1928, Gwalarn : [...], dilezomp ar galleg hag enoromp an izelvroeg.
  • 1935, An Oaled : [...] evel ma 'z eo desket an izelvroeg en Izelvroioù.
  • 1942, Arvor : Ar germaneg, a zo deut dioutan ar saozneg, an izelvroeg, [...]
  • 1948, Al Liamm : [...], daoust ma tistager ivez ns evel ñs en izelvroeg [...]
  • 1971, Emsav : Tennañ eta da reiñ d'ar brezhoneg e Breizh ar statud en deus an izelvroeg e Flandrez.
  • 1998, Lavar : [...], en izelvroeg evit ar morlu : [...]
176.167.146.76 8 Meu 2022 da 07:30 (UTC)[respont]

Lennet er pennad gouestlet d'ar Flandrezad Jan Deloof : « E 2004 e oa bet embannet gant Yoran Embanner ur geriadurig brezhoneg-nederlandeg, diwar e zorn. Ouzhpenn se en deus savet ur geriadur brezhoneg-nederlandeg brasoc'h, zo bet lakaet enlinenn war Internet : ».--2A01:CB08:8BB7:F100:A592:E4FD:2EAB:458B 8 Meu 2022 da 11:59 (UTC)[respont]

Setu a lenner e geriadur bras Jan Deloof :
Nederlands [‘ne.dcrlAnts] o izelvroeg m (de taal) ; nederlandeg m (de taal) Nederlands bn izelvroek, nederlandek (wat de taal betreft) ; izelvroat (wat niet de taal betreft) ; de Nederlandse letterkunde al lennegezh izelvroek
Nederlandse [‘ne.dcrlAntsc] v Izelvroadez v -ed
Nederlandstalig bn skrivet en izelvroeg
Nederlandstalige m/v -n izelvroeger m -ien
(mammenn : http://users.telenet.be/jandeloof/NL-BZH/ned-bzh-N.doc)
176.174.225.108 8 Meu 2022 da 12:15 (UTC)[respont]