Geriadur brezhoneg An Here

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Geriadur brezhoneg An Here eo anv an eil geriadur brezhoneg embannet gant An Here e 2001 hag an hini brasañ. N'eo ket adembannadur hep skeudennoù geriadur 1995 eo hepken, rak daougementet eo niver ar gerioù ennañ : 21 300 pennger zo, gant skouerioù ha troiennoù.

Skrivagnerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet eo bet gant ur skipailh renet gant Martial Ménard hag Iwan Kadored. 47 den all o deus kemeret perzh, o anvioù a gaver er pajennoù kentañ. Ur bajenn a zo ivez evit kinnig kuzul skiantel ar geriadur, kaset e oa gant Per Denez ha 15 den gantañ.

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar pennadoù a zo bet skrivet gant tud a bep seurt, darn anezho gopret gant an embanner. Ur bern skouerioù zo tennet eus levrioù pe skridoù lennegel eus an XIXvet pe an XXvet, pe koshoc'h zoken.

Evezhiadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • N'eus skouer ebet gant a-us, nemet gant a-uc'h.
  • Skrivet e vez hunvre, pa gaver huñvre e geriadur divyezhek Roparz Hemon.
  • Skrivet e vez Stad, evel e meur a c'heriadur all, gant ur bennlizherenn evel e galleg, pezh ne vez ket degemeret gant ar re a skriv stad diwar skouer ar yezhoù all.
  • Meneg ebet eus ar rakger nann.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]