Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù

Eus Wikipedia

Geriadur brezhoneg gant skouerioù ha troiennoù zo anv ur geriadur brezhoneg unyezhek, embannet gant An Here e 1995. Ennañ e kaver 10 000 pennger, skouerioù, troiennoù ha skeudennoù. Diwarnañ eo bet savet an eil geriadur embannet gant An Here, anvet Geriadur brezhoneg An Here.

Skrivagnerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet eo bet gant ur skipailh renet gant Jean-Yves Lagadeg ha Martial Menard. 13 den o deus kemeret perzh, o anvioù a gaver er pajennoù kentañ.

Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur bern skouerioù zo tennet eus levrioù pe skridoù lennegel eus an XIXvet pe an XXvet.

Evezhiadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar-benn ar gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Al lizherenn C a zo kinniget evel an teirvet elfenn eus al lizherenneg vrezhonek.
  • Skrivet e vez hunvre, pa gaver huñvre e geriadur divyezhek Roparz Hemon.
  • Skrivet e vez Stad, evel e meur a c'heriadur all, gant ur bennlizherenn evel e galleg, pezh ne vez ket degemeret gant ar re a skriv stad diwar skouer ar yezhoù all.
  • Meneg ebet eus ar rakger nann.

Traoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tresadennoù zo er geriadur, ne vo ket ken e Geriadur Brezhoneg an Here.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]