Martial Ménard
Martial Ménard | |
---|---|
E miz Gouere 2009 | |
Anv ofisiel | Martial Ménard |
Anv pluenn | Martial Ménard |
Obererezh | Embanner Geriadurour Yezhoniour |
Ganedigezh | Du 1951 e Pariz, ![]() |
Marv | D'an 8 a viz Gwengolo 2016 (64 bloaz) e Kemper, ![]() |
Yezh skrivañ | Brezhoneg, Galleg |
Luskad lennegel | An Here |
Enorioù | Karkan an Erminig e 2013[1] |
Oberennoù pennañ | |
Alc'hwez bras ar baradoz vihan Geriadur brezhoneg An Here Devri – Dictionnaire diachronique du breton | |
Traoù ouzhpenn | |
Petit dictionnaire des plus belles injures bretonnes Bag ar frankiz (Jules Verne) | |
kemmañ ![]() |
Martial Ménard (1951-2016) a oa un embanner, ur yezhoniour hag ur geriadurour brezhonek.
Emsaver[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa Martial Ménard e 1951 en XIIIvet arondisamant Pariz, en ur familh vreizhat a oa o chom e Choisy-le-Roi.
E penn e studioù e tapas ar CAP keginer. E 1965 e teuas da Vreizh da chom.
Ezel eus TDB eo bet. E 1979 e voe kondaonet da seizh vloaz toull-bac'h gant Lez Surentez ar Stad c'hall evit bezañ kemeret perzh en ur gwalldaol e Ploueg-ar-Mor a-enep eilti ar c'homiser Roger Le Taillanter, patrom SRPJ Roazhon, d'ar 15 a viz Mae 1979.
Deskiñ a reas brezhoneg e Pariz, hag e stajoù brezhonek Kerne-Izel dreist-holl. Pelloc'h ez eas gant ar studi pa oa prizoniad, betek an distaoliadeg divizet gant François Mitterrand e 1981, hag e peurzeskas hor yezh en ur labourat gant kouerien eus Bro-Gerne. Mont a reas diouzhtu da vestr-skol e skol Diwan Kemper, a oa staliet e Ploveilh d'ar mare-se.
Embanner ha kazetenner[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1983 e savas gant tud Diwan ur gevarzhe evit lakaat embann al levrioù brezhonek a rae diouer bras d'ar skolidi vrezhonek, hag e teuas da vezañ rener an ti-embann An Here en deus embannet kalz levrioù evit ar yaouankiz. Gant ouzhpenn 150 levr, un nebeud kazetennoù, bannoù-treset, kasedigoù video hag ur CD-ROM en deus pourchaset skipailh An Here un danvez fonnus d'ar vrezhonegerien yaouank hag ivez d'an dud deuet.
E 1998 e troas AnHere war-du ar galleg pan embannas Les Mémoires d'un paysan bas-breton gant Jean-Marie Déguignet, a oa bet nac'het gant tier-embann bras eus Pariz. Ur berzh bras ha dic'hortoz a reas al levr-se.
Freuz-stal a reas An Here en diskar-amzer 2005.
Bet eo ivez rener an embann evit ar gazetenn c'hallek Breizh-Info e Kemper.
Ar c'hentañ e voe a ziskulias eno krog un ezel eus burev ar Front National, Fernand Le Rachinel war ar voullerezh Les Presses Bretonnes e Sant Brieg, a embanne Révision, ur gazetenn azgwelour. Gounit a reas ar prosez savet outañ gant Rachinel e dalc'h ar 26 a viz Even 1997, e lez-kastiz Sant-Brieg.
Ur rendael a savas e 2001 etre Martial Ménard ha prezidant Kuzul Rannvro Breizh, Josselin de Rohan pa nac'has hennezh tremen dirak stand Skol-Uhel ar Vro er saloñs Expolangues e Pariz, kuit d'en em gavout gant Martial Ménard, rener Breizh-Info, en doa embannet ur pennad a gave abeg ennañ, hag a zisklêrias « Je n'accepterai jamais que l'on fasse l'apologie du terrorisme ni celle de la collaboration et des collaborateurs. »
Bet eo Martial Ménard besprezidant Kevredigezh Embannerien Breizh (Association des Editeurs Bretons). Ezel e oa eus Skol-Uhel ar Vro (rann « Yezh ha yezhoniezh »). Savet en deus levrioù diwar-benn ar brezhoneg.
Derc'hel a rae ar rubrik "Skolig ar brezhoneg", war Ouest-France, a glaske reiñ un anaoudegezh diazez eus ar brezhoneg d'al lennerien.
Geriadurour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur geriadurour hag ur broud evit sevel ul labour geriadurouriezh a-feson eo bet Martial Ménard.
Dindan paeroniezh Per Denez e vodas ur skipailh kenlabourerien gant Jean-Yves Lagadec hag Iwan Kadored da genlabourerien bennañ evit sevel embann Geriadur brezhoneg An Here, ur geriadur hollvrezhonek, a zeuas er gouloù e 1995 gant 10 000 pennger. Renet e oa al labour-se gant Jean-Yves Lagadec ha Martial Ménard.
Ren a reas e-unan ar pare a savas Geriadur brezhoneg An Here e 2001, un adembannadur kresket gant 10 000 ger.
E-pad bloavezhioù en devoa dastumet dafar da sevel ur geriadur istorel nevez. Kompren a reas e-kerzh ar bloavezhioù tremenet o sevel embannadur kentañ Geriadur an Here e oa a-bouez kaout skouerioù niverus evit termeniñ ar penngerioù. Geriadur istorel ar brezhonegRoparz Hemon, evitañ da vezañ prizius, ne oa ket a-walc'h. Lennet gant MArtial Ménard eta un niver bras a skridoù klasel evit kavout skouerioù a ziskouez implij ar gerioù brezhonek.
E miz Here 2012 e teuas er-maez Dictionnaire français-breton Martial Ménard, 48 611 pennger ennañ, embannet gant an ti Palantines e Kemper. Un eil embannadur, adwelet, reizhet ha dalif neuze, a voe e 2020 gant An Alarc'h Embannadurioù er C'houerc'had, gant tremen 1 000 ger ouzhpenn.
C'hwec'h miz kent e varv d'an 8 a viz Du 2016 e lakaas Martial Ménard war Internet Devri : le dictionnaire diachronique du breton.
Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Geriadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alc'hwez bras ar baradoz vihan, An Here 1995, studiadenn diwar-benn ar gerioù a denn d'ar revelezh (ISBN 978-2-86843-160-8)
- Petit dictionnaire des plus belles injures bretonnes, skeudennoù gant Harry Botter, An Here, 2000 (ISBN 978-2-86843-250-6)
- Petit dico de la fête en Bretagne, skeudennoù gant Malo Louarn, Coop Breizh, 2008 (ISBN 978-2-84346-354-9)
- Petit dico érotique du breton, Coop Breizh, 2009, (ISBN 978-2-84346-355-6)
- Mon premier dictionnaire breton-français, skeudennaouet gant Christophe Lazé, Coop Breizh, 2011 (ISBN 978-2-84346-438-6)
- Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012, (ISBN 978-2-35678-069-0) ; An Alarc'h, 2020 (ISBN 978-2-38190-004-9)
- Diwar genlabour
- Geriadur brezhoneg, An Here, 1995 (ISBN 978-2-86843-152-3)
- Geriadur brezhoneg An Here, An Here, 2001 (ISBN 978-2-86843-236-0)
Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Expressions populaires bretonnes, skeudennaouet gant Jon Berkeley, Coop Breizh, 1997, (ISBN 978-2-909924-93-9)
- Petit guide d'initiation au breton, skeudennaouet gant Yahia Bouaziz, An Here, 1999, (ISBN 978-2-86843-210-0)
- Pennadoù Sul – Chroniques bretonnes, Al Lanv, 2021 (ISBN 978-2-916745-44-2)
Troidigezhioù diwar ar galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ornementation bretonne – XVIe et XVIIe siècles, Reflets du Passé, 1984 (ISBN 978-2-86507-015-2)
- Marvailhoù ar bed-holl, skeudennaouet gant Danièle Jego, An Here, 1986 (ISBN 978-2-86843-037-3)
- Sindbad ar martolod, skeudennaouet gant MArie-Noëlle Bernachin, An Here, 1990 (ISBN 978-2-86843-073-1)
Kempennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jules Verne : Bag ar frankiz, troet gant Meven Mordiern, skeudennaouet gant Anne Salaün, An Here, 1992 (ISBN 978-2-86843-089-2)
Filmadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- BAUDU Mikael, Martial Menard : e jardrin ur stourmer, Gwengolo filmoù, 2022, teulfilm 52 vunutenn, e brezhoneg[2].
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) (fr) Devri
- (fr) Annick Le Douget : Kenavo, Martial !