An Here

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Krouet eo bet an ti-embann An Here e 1983 hag aet eo da freuz-stal e diwezh 2005. Savet e oa bet gant Martial Menard hag a oa bet o labourat evel mestr-skol e Skol Diwan Kemper a oa staliet e Ploveilh d'ar mare-se). Goude e brantad kelenn e brezhoneg e komprenas pegen pouezus e oa kinnig d'ar skolidi ha d'ar grennarded levrioù brezhonek embannet gant perzhioù mat e-keñver al live etrebroadel.
E 1988 e krogas An Here da sevel ur geriadur hollvrezhonek. Ur stumm skeudennaet a oe embannet e 1995 (Geriadur brezhoneg) hag ur stumm ledanaet ha diskeudenn e 2001 (Geriadur brezhoneg An Here).

An ti-embann a live etrebroadel nemetañ eo bet An Here ha diwar kementad ha liezegezh e broduerezh e c'heller priziañ ar roll dibar en deus bet el lennegezh vrezhonek evit ar yaouankiz hag evit an holl vrezhonegerien.

Aozadur ha politikerezh-embann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dindan stumm ur c'hevarzhe eo bet savet An Here e 1983 ma veze aotreet da gaout yalc'hadoù diwar un abeg sevenadurel.

Rener an embann e oa Martial Menard ha Claudie Motais a zo bet e sekretourez feal, gouest da gemer perzh er sevel lod troidigezhioù.

Evit ar geriadurioù e voe bodet ur skipailh arbennigourien (dindan renerezh skiantel Pêr Denez evit ar geriadur kentañ). Iwan Kadored ha Jean-Yves Lagadeg o deus kemeret ur perzh dibar el labourioù skridaozañ.

E deroù an ti-embann e veze prenet al levrioù nevez gant kement skol Diwan, nemet e chome berniadoù bras pa veze lakaet embann etre 500 ha 1 000 skouerenn hep gouzout gant piv e c'hellfent bezañ lennet. Ne c'hellfe chom ar stal en e sav nemet gant yalc'hadoù publik ha pa vanke dezhañ e chome digopr an implijidi mizioù-pad.

Gant skoazelloù publik e c'hellas An Here lakaat embann etre 8 ha 10 levr bep bloaz e dibenn ar bloavezioù 1990, met pa strishaas ar yalc'hadoù goude 1995 e klaskas Martial Ménard ledanaat ar brenerien dre sevel ur rann c'hallek. Setu perak e c'hellas kaout ar chañs da embann Mémoires d'un paysan bas-breton (emvuhezskrid Jean-Marie Déguignet) a c'hounezas ur vrud divent ken e voe tennet 150 000 skouerenn anezhañ.
Koulskoude pa oa bet degaset ar skrid gant ur c'hevarzhe istorel, ne'z eas e kef An Here nemet ul lodenn vihan eus an arc'hant gounezet.

Staliet e oa bet An Here e-pad seitek vloaz en ur savadur bihan tost da skolaj Diwan ar Releg pa oa un emglev etre An Here, Diwan hag ar c'hevarzhe A-gevred evit merañ savadurioù ar skol gozh roet gant Ti-kêr ar Releg-Kerhuon. E 2001 e tilojas An Here da Blougastell-Daoulaz.

Dre ma voe digresket ar yalc'hadoù publik goude afer Roparz Hemon e 2000, ne c'hellas mui An Here embann kement a levrioù evel ma rae a-raok hag e reas freuz-stal e 2005.

Arc'hantaouiñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yalc'hadoù a zo bet roet gant strollegezhioù publik Breizh evit harpañ An Here, da gentañ holl evit ar geriadurioù. Kalz a arc'hant a zo bet roet gant Unaniezh Europa, ar Riez gall, Kuzul-Departamant Penn-ar-Bed ha Rannvro Vreizh.

E-pad ar bloavezioù kentañ e veze harpetmat An Here gant skolioù Diwan a brene an holl levrioù embannet gant un distaol 30%. Koulskoude e savas sach-blev war ar c'hraf-se e 1997.

Levrioù evit ar skolidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En deroù e talc'has An Here da embann levrioù eeun, marc'had-mat, evel an heuliad Jakez ha Jakeza gant 3 live yezh, kemeret an dalc'had e Kembre.

Klasket e voe ivez sevel albomoù livet, gant goloioù kartoñ, ha ne oa ket anezho e brezhoneg betek-eñ. Diwar an diouer a arc'hant e klaske Martial Menard sevel kevratoù kenembann gant tiez-embann broioù all. Mat e kavas adembann meur a levr o tont eus Katalonia pa oa roet yalc'hadoù gant ar gouarnamant lec'hel evit al levrioù troet diwar ar c'hatalaneg. Ur bern all a levrioù a deuas eus troidigezhioù diwar ar c'hembraeg hag an euskareg.

Levrioù evit ar grennarded[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok ma voe digoret (e 1988) ar skolaj brezhonek kentañ er Releg e klaskas Martial Menard embann levrioù evit ar skolajidi da zont. E 1 500 skouerenn e veze tennet al levrioù pa ne oa nemet un degad bugale a c'helle lenn anezho !

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.