Garmenig Ihuellou
Garmenig Ihuelloù | |
---|---|
![]() Garmenig Ihuelloù e 1966 | |
Obererezh | Danevelloù evit ar grennarded |
Ganedigezh | D'an 29 a viz Gwengolo 1934 e Pariz |
Yezh skrivañ | Brezhoneg |
Oberennoù pennañ | |
Bruzun Pebezh fest-noz Argantael hag ar spes Argantael hag ar skrapadenn Argantael ha Tro Breizh Boudig ar bleuñ An Urzhiataer hud | |
kemmañ ![]() |
Ur skrivagnerez vrezhonek a orin eus Langoned eo Garmenig Ihueloù, ganet d'an 29 a viz Gwengolo 1934 e Porzh ar Roue, e Pariz (14vet arondisamant) hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Ebrel 2018 e Pabu [1]
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kelenn a ra brezhoneg e Sant Brieg e-lec'h m'emañ o chom. Graet deus he studioù er skolaj-lise teknikel Albert de Mun e Pariz 7vet. Eus ar 4re klas betek ar c'hlas termen eo bet Garmenig Ihueloù en ur skol evit stummañ kelennerezed war an arzoù-dilhad. Kelennet he deus dreist-holl an danvezioù hollek : galleg, istor, geografiezh, treserezh. Bet he deus un nebeud diplomoù, en o zouez, ur vestroniezh war ar brezhoneg e Roazhon. Kelenn a rae Garmenig an arzoù-kaer e skol Diwan Sant-Brieg ha brezhoneg e Lise Renan Sant-Brieg.
A-viskoazh he deus skrivet, adalek ar mare ma ouie skrivañ ha lenn. Ar wech kentañ, e voe embannet he fennadoù war gelaouenn Bleimor, Sturier hec'h anv. Danevelloù ha barzhonegoù a skrive e gallek hag e brezhoneg abaoe pell a-raok. Aliet e voe dezhi kas anezho da Al Liamm. Embannet int bet un nebeud amzer goude.
Betek an oad a 14 vloaz eo bet savet e Langoned hag en Drinded gant he div mamm-baour, rak marv e oa dija he daou dad-paour. An holl dud a gaozee brezhoneg eno d'ar c'houlz-se. En iliz e oa pep tra e brezhoneg, ar pedennoù, er skol ivez, daoust ma ne oa aotre ebet da gomz brezhoneg, nemet galleg ken, er skolioù publik ha prevez. Tud Garmenig a laboure e Pariz. Neuze eo aet da vevañ ganto pa oa en oad da vont er skolaj. Desket he deus lenn ha skrivañ un tamm ar yezh peurunvan e Ker-Vreizh, e karter Montparnasse.
Bet eo bet ezel eus kalz a gevredigezhioù evel : Bleimor, Kendalc'h, KEAV ( Kamp etrekeltiek ar Vrezhonegerien), Al Leur Nevez, Ar Falz. Re-all gant ur gelaouenn hag emvodoù e-pad ar bloaz : KAVY (Kevredigezh ar vrezhonegerien yaouank) savet gant Erwan Evenou ha Ti-Yaouankiz savet gant Gwennole ar Menn.
Dimezet e oa Garmenig gant Gwennole ar Menn. Pevar bugel o deus bet : Brieg, Riwal, Tangi ha Malo. O vevañ emañ bremañ e Sant-Brieg abaoe meur a vloavezh.
Hec'h oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bruzun e 1975
- Pebezh fest-noz e 1982
- Argantael hag ar spes, An Here,1985
- Argantael hag ar skrapadenn (An Here, 1993)
- Argantael ha Tro Breizh e 2005
- Boudig ar bleuñ, Keit Vimp Bev, Gwengolo 2006
- An Urzhiataer hud, Keit Vimp Bev, 2006
- An Urzhiataer hud 2, Keit Vimp Bev, 2010
Troidigezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwrac'h ar menez (Keit Vimp Bev, Here 2005) - Troidigezh diwar Yann Failher.
- An den a blante gwez (Utovie) - Troidigezh diwar Jean Giono.
E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Noms de maisons, bateaux, animaux en breton, Coop Breizh, Speied, 1995, 86 p