Mont d’an endalc’had

Coop Breizh

Eus Wikipedia
Coop Breizh
aozadur, ti-embann, label sonerezh
Tachenn obererezhioùembann levrioù Kemmañ
Deiziad krouiñ1964 Kemmañ
Anv ofisielCOOP BREIZH Kemmañ
DiazezerKendalc'h Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Furm lezennelother cooperative corporation with a board of directors Kemmañ
Sez sokialSpeied Kemmañ
Embannadur pe troidigezhQ138835686 Kemmañ
Deiziad kregiñ1957 Kemmañ
Deiziad echuiñ17 Mez 2025 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.coop-breizh.fr/ Kemmañ
Item operatedQ132450670 Kemmañ
Ar stal Coop Breizh en Oriant.

Coop Breizh a oa un ti-embann bet krouet e 1957 er Baol-Skoubleg gant ar gevredigezh Kendalc'h. Anv ur chadenn stalioù e oa ivez, a ginnige reizhoù liammet ouzh sevenadur Breizh. Embann, produiñ, skignañ ha dasparzhañ a rae levrioù, pladennoù ha produioù all liammet ouzh sevenadur Breizh, sevenadur ar broioù keltiek hag ar mor. Dasparzhañ a rae ivez oberennoù produet gant embannerien vihan pe oberennoù produet gant an dud o-unan. E 2025 e oa e sez e Speied, hag ur stal a chome en Oriant. 13 den a laboure neuze evit an embregerezh. War zibennfreuz eo bet lakaet gant lez-varn ar c'henwerzh e Brest e miz Even 2025[1].

  • Prezidant : Jean-Pierre Vincent.
  • Rener : Jacques Clément.

Peurvuiañ ne vez embannet nemet levrioù gallek.

Arzourien produet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud pladennoù brezhonek a vez graet, met ar pep brasañ e galleg .

Skignañ levrioù ha pladennoù a ra Coop Breizh, e brezhoneg pe yezhoù all, levrioù Al Liamm evel pladennoù Keltia Musique.

Embann levrioù a ra Coop Breizh ivez. Levrioù gallek dreist-holl.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.