Langoned
Langoned | ||
---|---|---|
Abati Itron-Varia. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Langonnet | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Gourin | |
Kod kumun | 56100 | |
Kod post | 56630 | |
Maer Amzer gefridi | Christian Derrien 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Roue Morvan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Kornôg Kreiz Breizh | |
Lec'hienn web | www.langonnet.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 708 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 20 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 180 m bihanañ 104 m — brasañ 292 m | |
Gorread | 85,4 km² | |
kemmañ ![]() |
Langoned a zo ur gumun eus Bro-Gerne e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan, e kornôg Breizh
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En glazur e zaou gleze en aour lammellet ouzh kab, o skorañ un hengurunenn en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel.[2] |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hent: an hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) da v-Blabia (Porzh-Loeiz bremañ) a dreuze an Ele en Abati Langoned, chom a ra ul lodenn eus an daradur e geunioù ar Faoud en Drinded-Langoned[3].
- Armerzh: kenderc'het e veze brikennoù, teol ha priaj. E Kastell-Gwernoùgall hag e Kerroc'h e voe kavet fornioù. E meur a lec'h er gumun e voe kavet teol lec'h ma oa atantoù ha gedlec'hioù, e Stang-Yann nepell eus an abati, e Kastelloù-Kergaradeg, e Lokmaria, e Minez-Bloc'h, e Kernal hag en Drinded[4].
IXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E-tro 800 e voe savet ur gumuniezh gant menec'h Landevenneg e Lez Radeneg war douaroù bet roet dezhe gant Gradlon Flamm, kont Kerne. Kastell Morvan Lez-Breizh a oa sur a-walc'h war dorgenn Menez-Morvan e Langoned. Er c'horn-bro-se e voe lazhet Morvan e 818 en un emgannig ouzh ar Franked kaset war-raok gant Loeiz an Deol, bet savet e gamp gantañ e Prizieg[5].
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz, 1675: d'ar 14 a viz Gouere ez eas parrezianiz Langoned, bet bodet gant son an taboulin, betek an abati evit goulenn groñs digant an abad dilezel e wirioù a-bezh war ar boblañs, ha sinet e voe an dilez gant ar venec'h evit kaout peoc'h; kondaonet e voe Jean Harscoët, an tabouliner, d'ar galeoù a-hed-buhez[6].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da bennlec'h kanton Langoned gant div gumun ennañ: Langoned ha Plourae; e Bann ar Faoued e oa; dilamet e voe kanton Langoned e 1801 ha lakaet ar gumun e kanton Gourin bet brasaet ha miret gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Langoned en arondisamant Pondi bet krouet e 1800[7],[8].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur c'hamp-bac'h, un astenn eus hini an Henbont e oa, a voe digoret er gumun e 1914 evit derc'hel ennañ enbroidi eus ar stadoù o stourm ouzh Bro-C'hall[9],[10]; beleion eus Elzas-Loren e oa un darn vat anezhe; en abati e voent serret[11].
- 219 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,92 % eus he foblañs e 1911[12],[13].
- Repuidi-brezel: d'an 10 a viz Even 1940 e oa 499 repuad e Langoned; 61 anezhe ne oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon 1940[14].
- D'ar 24 a viz Mae 1944 e voe tapet 100 000 Lur en ti-post gant tud eus ar Rezistañs[15].
- Fuzuilhet e voe daou waz eus ar gumun (unan anezhe a oa ur repuad eus An Oriant) e Landordu e Berne, d'ar 6 a viz Gouhere 1944 abalamour d'o ferzh er Rezistañs; barnet e oant bet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued[16].
- Mervel a reas 48 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel [17].
Brezelioù didrevadenniñ
- Pevar gwaz a varvas e Brezel Indez-Sina ha pevar all e Brezel Aljeria[18],[19].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[20].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’ar 27 a viz Genver 2005 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- Al live 3 oa bet roet d'ar gummun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 2012 e oa bet krouet un hentad divyezhek e skol bublik ar gumun.
- E distro-skol 2022 e oa 53 skoliad enskrivet er c'hlas divyezhek (42,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Krennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ’Ba' Langoned e vez lazhet ar bleiz gant un taol boned.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz-parrez Sant-Pêr ha Sant-Paol
- Abati Itron-Varia.
- Monumant ar re varv e bourc'h Langoned.
- Monumant ar re varv en Drinded-Langoned.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1790[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Henri Guiriec, beleg katolik, istorour ha skrivagner breizhat.
- Garmenig Ihuellou, skrivagnerez vrezhonek.
- Alan Stivell, bet savet gantañ ur bladenn anvet E Langonned ma kaver ar ganaouenn E parrez Langonned enni.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Aozergant B. Frelaut ; Kuzul ar Gumun : 1988.
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, bloaziad ebet, (e galleg), pajenn 16
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 18
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajennoù 27 ha 28
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, hep deiziad, (e galleg), pajenn 75
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 163 ha 277 .
- ↑ Cassini - EHESS - Langoned - Fichenn ar gumun
- ↑ diwar ar raktres bet graet gant ar gouarnamant gall e 1913, Jean-Claude Farcy, Les camps de concentration français de la première guerre mondiale (1914-1920), Pariz, Anthropos Economica, 1995
- ↑ kalz anezhe a oa fichennaouet er c'harnedoù "A" (dilezet e oa bet hemañ e 1909), pe "B"
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 135
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv en Drinded-Langoned
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 164
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 21 ha 22
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv e bourc'h Langoned
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv en Drinded-Langoned
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
Rummadoù:
- Kumunioù ar Mor-Bihan
- Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790
- Kumunioù Kerne
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz
- Kampoù-bac'h gall ar Brezel-bed kentañ
- Ar Brezoneg er Skol
- Repuidi-brezel er Mor-Bihan (1939-1945)
- Argant tapet e tiez-post ar Mor-Bihan gant tud eus ar Rezistañs e 1944
- Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e Berne e 1944