Porzh-Loeiz

Porzh-Loeiz gwelet ag an Oriant
Porzh-Loeiz | ||
---|---|---|
![]() Ar wikadell. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Port-Louis | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Henbont | |
Kod kumun | 56181 | |
Kod post | 56290 | |
Maer Amzer gefridi | Daniel Martin 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | http://www.ville-portlouis.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 672 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 2 497 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 5 m bihanañ 0 m — brasañ 14 m | |
Gorread | 1,07 km² | |
kemmañ ![]() |
Porzh-Loeiz a zo ur gumun eus Breizh e departamant ar Mor-Bihan. Pennlec'h kanton Porzh-Loeiz e oa betek 2015.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Locpezran, 1423; Loperan, 1466; Loperran, 1636
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"en glazur, e eor en arc'hant, heuliet ouzh kab gant teir flourdilizenn en aour treustellet"
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Porzh-Loeiz e 1790[3]. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Porzh-Loeiz da benn ur c'hanton, hini Porzh-Loeiz (peder c'humun a oa ennañ: Groe, Pleheneg, Porzh-Loeiz ha Rianteg); e Bann Henbont e oa[4]. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton, ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton[5]. Brasaet e voe Kanton Porzh-Loeiz e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[6], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant krouet e 1800[7].
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant an eizh beleg katolik eus Porzh-Loeiz[8].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 133 gwaz a Borzh-Loeiz da nebeutañ a varvas abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,30 % eus he foblañs e 1911; pevar milour a varvas e-pad Emgann Diksmuide e 1914[9].
- 43 milour a varvas e 1915[10].
- 14 bag-pesketa eus Porzh-Loeiz, dundeeed dreist-holl, a voe kaset d'ar strad gant al listri-spluj alaman[11].
- D'an 30 a viz Kerzu 1942 e kouezhas un nijerez B-17, eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) er mor, nepell eus Porzh-Loeiz; lazhet e voe nav nijour eus he laz, an dekvet hini a voe serret gant an Alamaned[12].
- E Sankenn an Oriant edo ar gumun; dieubet e voe Porzh-Loeiz d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned[13].
- D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv 69 ezel eus ar Rezistañs bet boureviet ha fuzuilhet gant al lu alaman; c'hwec'h anezhe, gant ur vaouez marteze en o mesk, a chomas dianv[14],[15]; kavet e voe relegoù unan arall, ur vaouez, diwezhatoc'h.
- Mervel a reas 34 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel, unan anezhe, ur vaouez, e kamp-bac'h Auschwitz (Polonia) e 1943 dre m'he doa kemeret perzh er Rezistañs[16], hag un archer en Hamburg en Alamagn d'an 8 a viz Mae 1945, evit an hevelep abeg[17].
Trevadennoù
- Ur milour a varvas e Maroko e 1917 hag unan arall e Brezel Indez-Sina e 1949[18].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savadurioù relijiel katolik[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Chapel Sant Pêr, 1859.
- Iliz Intron-Varia-Gorroidigezh, XVIIvet kantved, adsavet e 1918-1921 goude bout bet distrujet gant an tan d'ar 1añ a viz Mae 1918.
Gwikadell Porzh-Loeiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An ti-kêr.
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Julien-Marie Crozet, ofiser a vor er morlu gall, bet ganet e Porzh-Loeiz e 1728.
- Pierre-Jean Ronarc'h (1892 - 1960), amiral er morlu gall, a zo douaret e Porzh-Loeiz[19].
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, h.d., (e galleg), pajenn 16
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 299
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187
- ↑ Cassini - EHESS - Porzh-Loeiz - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 299
- ↑ André Maurey, Philippe Lapresle, Anne-Marie Pernel ha Claire Duval, Caudan-Lanester en Révolution (1789-1795), 1991, pajenn 74
- ↑ L'Histoire du Pays du Port-Louis
- ↑ Le Télégramme, d'an 12 a viz Kerzu 2015
- ↑ L'Histoire du Pays du Port-Louis
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 620
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
- ↑ Info Bretagne.com
- ↑ memorialgenweb – Fichenn hiniennel
- ↑ memorialgenweb – Fichenn hiniennel
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Histoire de Port-Louis