Rianteg
Rianteg | ||
---|---|---|
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Riantec | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Henbont | |
Kod kumun | 56193 | |
Kod post | 56670 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Michel Bonhomme 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | An Oriant tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro an Oriant | |
Lec'hienn web | http://www.riantec.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 806 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 413 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 5 m bihanañ 0 m — brasañ 35 m | |
Gorread | 14,06 km² | |
kemmañ ![]() |
Rianteg a zo ur gumun eus Breizh e kanton Henbont e departamant ar Mor-Bihan.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz: tud eus ar barrez a gemeras perzh e preizhadenn presbital Kervignag e 1675[2].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: savet e voe ar gumun e 1790; gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e e Kanton Porzh-Loeiz; e Bann Henbont e oa. Lakaet e voe en Arondisamant an Oriant pa voe krouet e 1800 ha chom a reas e Kanton Porzh-Loeiz, bet brasaet e 1801[3],[4].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Miz Even 1848: kouezhet eo ar c'holera er gumun.
- Savet e voe kumun Gavr diwar ul lodenn eus Rianteg d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1867[5].
- 1869: kouezhet eo an derzhienn-alter hag ar vrec'h e Rianteg[6].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 164 den ag ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[7].
- Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet ganet er gumun gant al lu gall d'an 21 a viz Ebrel 1915.
Lokmikaelig
- Savet e voe kumun Lokmikaelig diwar ul lodenn eus Rianteg d'an 12 a viz Here 1919[8].
- D'an 8 a viz Here 1942 e kouezhas un nijerez (Wellington) marilhet BJ780 ha kodet PH-W) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Rianteg, he femp nijour a voe tapet gant an Alamaned[9].
- D'ar 17 a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e Rianteg, lazhet e voe c'hwec'h nijour eus e baread, ar pevar nijour all a voe tapet gant an Alamaned.
- D'ar 26 a viz Eost 1944 e kouezhas ur c'harr-nij P-51 eus aerlu SUA e Rianteg; lazhet e voe e nijour[10].
- E Sankenn an Oriant edo ar gumun[11]; dieubet e voe Rianteg d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned[12].
- 24 milour ha 13 den nann-soudard a varvas abalamour d'ar brezel[13].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kastell Kerdurand, XVIIIvet kantved .
- Monumant ar re varv.
- Iliz katolik Santez Radegondus, adsavet e 1927; distrujet e oa bet gant an tan e 1917.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez Mor bihan Gavr emañ ar gumun. Treuzet eo gant ur wazh, ar Riant.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol Diwan zo e Rianteg abaoe miz Gwengolo 2009.
- E distro-skol 2022 e oa 37 skoliad enskrivet er skol Diwan (8,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). Ofis ar Brezhoneg
- D'an 29 a viz Mezheven 2015 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2010 | → bremañ | Jean-Michel Bonhomme | ||
Meurzh 2008 | 2010 | Michel Le Gall | ||
Meurzh 2001 | Meurzh 2008 | Marc Roberdel | ||
1989 | Meurzh 2001 | Roger Keraudran | ||
1981 | 1989 | Henri Le Breton | Mezeg-loened | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Post[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Savet e voe un ti-post nevez; distrujet e oa bet an hini a-gent, deuet diyac'hus, e miz C'hwevrer 1947[14].
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pierre Marie Louis Le Bihan, d'ar 4 a viz Even 1874, soudard en 33vet Rujumant Troadegiezh Drevadennel, soudardaet en Oriant, bet fuzuilhet gant al Lu gall e Dommartin-sous-Hans (Marne, Bro-C'hall) d'an 21 a viz Ebrel 1915, e-pad ar Brezel-bed kentañ; barnet e voe d'ar marv evit bout drouklazhet ur serjant-major p'edo trezerc'het; ne ouie ket galleg, roet e voe ur jubennour dezhañ
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajenn 186
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 319
- ↑ Cassini - EHESS - Rianteg - Fichenn ar gumun
- ↑ Le Télégramme, 16 a viz Eost 2010
- ↑ Locmiquélic.org
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.320
- ↑ Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
- ↑ Mémoire des hommes
Rummadoù:
- Kumunioù ar Mor-Bihan
- Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz
- Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ
- Nijerezioù SUA aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Nijerezioù ar C'hommonwealth aet d'ar strad e Breizh e-pad an Eil brezel-bed
- Sankenn an Oriant