Mont d’an endalc’had

Le Télégramme

Eus Wikipedia
Le Télégramme
kazetenn bemdeziek
Deiziad krouiñ18 Gwengolo 1944 Kemmañ
TitlLe Télégramme, Le Télégramme de Brest et de l'Ouest Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Perc'hennet gantTélégramme Group Kemmañ
Sez sokialMontroulez Kemmañ
Lec'h embannMontroulez Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.letelegramme.fr Kemmañ

Le Télégramme (pe "An Telegramm" e brezhoneg) zo ur gazetenn bemdeziek vreizhat e galleg, graet e Montroulez. Skignet e vez e Penn-ar-Bed dreist-holl, hag ivez en Aodoù-an-Arvor, er Mor-Bihan hag e Bro-Sant-Maloù.

Anv hag istor

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Talvezout a ra he anv kement hag “ar pellskrid”. A-raok hag e-pad ar brezel e oa anvet La Dépêche de Brest et de l'Ouest. Savet e oa bet La Dépêche e 1866 hag aet eo da get e 1944. Goude bombezadeg Brest gant ar re gevredidi e voe kaset ar gelaouenn da Vontroulez e 1941. E miz Gwengolo 1944 e voe difennet embann anezhi dre m'he doa kemeret perzh er c'henlabour gant ar melestradur nazi ha kemmet e voe da heul se hec'h anv a-benn lakaat hini "Le Télégramme de Brest et de l'Ouest" (“Pellskrid Brest hag ar C'hornôg"). "Adgrouet" e voe ar gelaouenn d'an 18 a viz Gwengolo 1944, hag eizh kazetenner a oa d'ar poent-se.

D'ar 25 a viz Ebrel 1968 eo bet embannet ar skouerenn gentañ e liv. Kroget o deus gant al lec'hienn internet letelegramme.com e 1996. Krouet eo bet Le Télégramme-Dimanche (ar skouerenn evit ar sul) e 1998.

A-wechoù e vez anvet An Telegramm e brezhoneg, hag An Telebramm dre fent.

Perc'hennet eo gant an tiegezh Coudurier. Ur 600 bennak a dud a labour eno, en o zouez ouzhpenn 200 kelaouenner. Embannet e vez 208 000 skouerenn anezhi bemdezPegoulz?. Lennet e vez ar gelaouenn gant 570 000 den pe war-droPegoulz?. An Télégramme a zo kevezer gwirion diwezhañ Ouest-France e kornôg Breizh. Unan eus kelaouennoù nemetañ Frañs gant ur c'hresk eus ar skignerezh war ar pemp bloaz tremenet eo ivez (kresk gwellañ ar c'hazetennoù e 2004, 2005, 2006, 2007 ha 2008Mammenn?).

Resevet en deus an Telegramm ar priz "Pemdezieg gwellañ 2009" d'ar 15 a viz Even 2009. En 8vet renk eus ar pemdeziegoù eo e Frañs. D'ar 15 a viz Here 2009 eo bet embannet an 20 000vet niverenn eus ar gazetenn, evit lidañ he 65 bloaz[1] .

Keleier hag a denn d'al Liger-Atlantel a gaver a-wechoù er pajennoù Breizh, er c'hontrol da Ouest-France(Daveoù a vank).

Ouzhpenn ar pajennoù lec'hel, rannvroel, broadel hag etrevroadel e vez roet en Telegramm un tamm plas d'ar yezh. Bep Yaou e vez ur bajenn vrezhonek, anvet Spered ar vro.

Embannadurioù lec'hel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Breizhad ar bloaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bep bloaz e vez roet ar priz "Breizhad ar bloaz" gant an Télégramme diwar vot al lennerien.

Degouezhennig

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Le Télégramme de Brest a zo ivez titl ur ganaouenn gant ar Wampas.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]