Mont d’an endalc’had

Mor-Bihan

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Morbihan)
Mor-Bihan
Ardamezioùlogo
Mor-Bihan
Anv gallek (ofisiel) Morbihan
Bro Breizh
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Rannvro Breizh Rannvro Breizh
Pennlec'h
(prefeti)
 Gwened
Isprefetioù an Oriant
Pondi
Prezidant ar c'huzul-departamant David Lappartient (LR)
Prefed Pascal Bolot
Kod EBSSA 56
Kod ISO 3166-2 FR-56
Kod Eurostat NUTS-3 FR524
Poblañsouriezh
Anv annezidi Morbihaniz, Morbihanezed
Poblañs 764 161 ann. (2020)[1]
Stankter 112 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 47° 49′ 59″ Norzh
2° 49′ 59″ Kornôg
/ 47.833, -2.833
Gorread 6 823 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 3
Pastelloù-bro 6
Kantonioù 21
Etrekumuniezhioù 12
Kumunioù 253

Ar Mor-Bihan (distaget: [morˈbiˑãn]), Morbihan e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [mɔʀbiˈɑ̃]), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da heul ar Reveulzi c'hall. E su-kreiz ar vro emañ, a-hed ar Meurvor Atlantel, Gwened eo ar pennlec'h anezhañ, hag ar 56 an niverenn roet dezhañ.

Pa oa bet krouet departamant ar Mor-Bihan e 1790 e voe darbet dezhañ bezañ anvet Côtes-du-Sud (Aodoù-ar-C'hreisteiz), peogwir e oa dres a-dal d'an departamant all Côtes du Nord (Aodoù-an-Hanternoz).

A-benn ar fin e voe anvet Morbihan diwar anv ar Mor Bihan, anv brezhonek ar pleg-mor a gaver er c'hreisteiz da gêr Gwened. Ar Mor Bras a vez graet eno eus ar Meurvor Atlantel hag ar Mor Bihan eo al lenn-vor, morlenn pe pleg-mor.

Bevennet eo gant departamantoù Penn-ar-Bed er c'hornôg, Aodoù-an-Arvor er norzh, an Il-ha-Gwilen er reter, al Liger-Atlantel er gevred, hag ar Meurvor Atlantel er su.

Meur a aber a gaver war aodoù ar Mor-Bihan, hag anvet e vezont stêr e Bro-Gwened. E-leizh a inizi a zo er pleg-mor en deus roet e anv d’an departamant: Enizenac'h hag an Arzh eo ar re vrasañ anezho.

Er-maez d’an aodoù ez eus pemp enez bras a-walc’h, peder anezho a zo annezet:

Hañv-c'hoañv e vez klouar-tre an hin. Lec’hioù 'zo e-giz Ledenez Kiberen pe ar Gerveur a zo brav-eston o hin (mikro-hin).


Arondisamantoù ar Mor-Bihan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1790 eo bet savet an departamant gant an darn vrasañ eus Bro-Wened, lodenn gevred Bro-Sant-Maloù, ul lodenn eus Kernev (er gwalarn, gant Gourin hag ar Faoued), ha darnoù eus Bro-Sant-Brieg ha Bro-Naoned (lez kleiz ar Gwilen).

Roll ar brefeded 1936-1946[2]

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Prantad Anv
1936 - Gouere 1941 Henri Piton
Gouere 1941 - 14 a viz Du 1941 Robert Cousin
14 a viz Du 1941 - 28 a viz Here 1942 Paul Grimaud
28 a viz Here 1942 - 24 a viz Genver 1944 Pierre Marage
24 a viz Genver 1944 - 4 a viz Eost 1944 Roger Constant
4 a viz Eost 1944 - 1946 Jacques Onfroy

Evel Aodoù-an-Arvor eo divyezhek departamant ar Mor-Bihan. Komzet vez brezhoneg er c'hornôg ha gallaoueg er reter.

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-departamant a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].

Niver a vrezhonegerion

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ouzhpenn 48 000 brezhoneger en tu-hont da 18 vloaz en departamant-mañ (diwar an enklask Étude de l'histoire familiale savet gant EBSSA e 1999)
  • 3183 skoliad a oa er skolioù Diwan hag er skolioù divyezhek brezhoneg-galleg en distro-skol 2005 :
    • 451 skoliad er skolioù Diwan e-barzh 6 skol hag ur skolaj ;
    • 1803 skoliad e klasoù divyezhek an deskadurezh kristen ;
    • 929 skoliad e klasoù divyezhek an deskadurezh Stad;
  • 36 kumun a zo ur skol Diwan pe ur skol zivyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo skoliataet en div yezh er c'hentañ derez[4].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Mor-Bihan er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Archives départementales du Morbihan, Guide des sources des archives publiques contemporaines sur la seconde guerre mondiale et la reconstruction dans le Morbihan, pajenn 49 , Gwened, Mae 2010
  3. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 264, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  4. Ofis ar brezhoneg