Chouchenn
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar chouchenn eo an anv brezhonek anavezetañ bremañ roet d'an died alkoolek a c'heller kaout dre lakaat da c'hoiñ ar mel hag ar sistr pe an dour. Marteze eo bet an died alkoolek kentañ a zo bet fardet gant an Den. Meur a anv brezhonek all a vez graet eus an died alkoolek-se. An hini goshañ eo mez a zeu, evel mezv, diwar ar memes gwrizienn ha hini ar mel (sañskriteg madhu). Chufere (chug-ferv hervez Léon Fleuriot) a zo implijet e Bro-Dreger dreist-holl, ha chouchenn e-kreiz ar brezhonegva. Un toullad gerioù all a zo : "bochad", "dour mel", "dourvel", "pikenaodenn" ha "pikenaouenn". Ar chufere eo an anv roet d'ar mesk sistr gant mel, ur mod all da fardañ an died. Brudet eo chufere Gwelegouarc'h e Bro-Wened.
Fardañ ar chouchenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet e vez ar meskad dour ha mel dre ouzhpennañ chug-aval fresk pe sistr. En takad ar chouchenn hag ar chufere e veze graet gant sistr ha mel hepken peurvuiañ. Bez' e c'heller implijout ur goedenn heñvel ouzh an hini a lakaer e chug rezin evit fardañ gwin. Posupl eo ober chouchenn gant gwin ha mel ivez.
Un died dous a-walc'h he blaz eo ar chouchenn pa dap blaz sukret ar mel, met bez' ez eus seurtoù dous-tre ha re all ha ned int ket ken dous (sec'h hag hanter-sec'h). War-dro 15 pe 17 derez alkool a ya e-barzh ar chouchenn gwerzhet er stalioù hiziv.
"Chouchen" a zo ur mark kenwerzhel disklêriet e 1911.
Anvioù ar chouchenn er yezhoù indezeuropek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E krennvrezhoneg e veze implijet mez evit an died a roe ar C'hesianed dezhi un anv savet diwar an daou danvez a zo enni : hudromel (*hudro + mel) heñvel ouzh ar brezhoneg dourvel. Kavet e vez div wrizienn e yezhoù europat arnevez :
- ar wrizienn indezeuropek a weler e sañskriteg madhu (saozneg : mead, iwerzhoneg : miodd, kembraeg : medd, slovakeg : medovina, etc...). Sell ouzh ar pennad mez.
- an dro-lavar gresianek (latin : hydromeli, galleg : hydromel, spagnoleg : hidromiel, italianeg : idromele, etc...)
Istor ar chouchenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roudoù diniver ar chouchenn a vez kavet e testennoù an Henamzer ha da gentañ-holl e-lec'h ma veze koadoù bras evel en Europa an Hanternoz, koulz e broioù ar Gelted ha re ar Germaned.
En Eberdingen (Bro-Alamagn) ez eus bet kleuziet ur bez (deiziataet war-dro 530 kent Jezuz-Krist) e-lec'h ma'z eus bet kavet ur gaoter vras (530 litrad he zolzennad) gant roudoù chouchenn enni. E-kichen ar c'horf-marv, a oa hini un tiern kelt gant botoù alaouret, ez eus bet kavet nav c'horn-evañ hag ur gib aour. Sell ouzh lec'hienn Bez tiern Hochdorf : https://web.archive.org/web/20070310200847/http://www.archaeologie-bw.de/hochdorf/h_fund1d.html.
El lennegezh heniwerzhonek ha hengembraek ec'h intenter eo ar chouchenn un died eus ar re bouezusañ. E Tara, keoded roueed kozh Iwerzhon, e oa anvet sal ar banvezioù Tech Mid chuarda (Ti en-dro d'ar chouchenn). Roue Leinster a voe roet dezhañ ur banne chouchenn gant santez Berc'hed. Pa oa ar c'horev died ar vrezelourien e oa ar mez (chouchenn) died ar veleien, da lavaret eo hini an doueed hag ar roueed. Setu perak e veze bevezet ar chouchenn e gouel Samhain evit digeriñ ar c'hehentiñ etre an dud hag an doueed dre ar mezverezh a gas er-maez eus ar bed ordinal. Er meurgan iwerzhonek "Cath Maighre Tuiread" e weler ar gov Goibniu o kinnig ar chouchenn evit lakaat ar gouvidi da vezañ diglañv ha divarvel.
E baradoz ar Gelted lec'hiet en Inizi Tir-na-N'Og e veze stêrioù a vel hag a chouchenn a-hervez.
Er mojennoù german kozh, Gwalenn an Nibelunged da skouer, e vez roet chouchenn d'ar vrezelourien aet d'ar Walhalla (ar baradoz german) gant an ostizezed, ar Valkiried.
A-hend-all n'eo ket ken kozh-se an anv chouchenn. Ur marc'hadour eus Rosporden, Pêr ar Moal e anv, a voe an hini kentañ oc'h ober gant an anv-se en ur pennad-skrid d'ar 15 a viz Du 1895 en Union agricole et maritime ma kinnig e louzoù nevez da brederiañ ouzh ar grip. E tro 1920 e voe disklêriet ar merk gant Joseph Postig, marc'hadour ha maer ar barrez da vezañ.