Krennvrezhoneg

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
krennvrezhoneg
yezh istorel
Iskevrennad eusbrezhoneg Kemmañ
Linguistic typologyNominativel-akuzativel, yezh enteuzel Kemmañ

Ar c'hrennvrezhoneg eo ar stumm eus ar brezhoneg a veze komzet ha skrivet etre dibenn an XIvet kantved ha kreiz ar XVIIvet kantved.

Mareadoù ar C’hrennvrezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rakkrennvrezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar rakkrennvrezhoneg ne vez anavezet nemet spisc’herioù, anvioù-tud hag anvioù-lec’h.
Ivonet Omnes en deus skrivet ur varzhoneg war marzh an dornskrid e oa o sevel dre eilskrivañ war-dro ar bloavezhioù 1350 ; setu amañ ar varzhoneg hag he reizhiad klotennoù :

An guen heguen am laouenas,
An hegarat an lacat glas,
Mar ham guorant va karantic,
Da vout in nos o he kostic.
Vam garet, nep pret.

A B C B D _ B X
A C _ E _ _ E X
_ D _ F _ _ F Y
_ _ _ G _ _ G Y
D _ Z _ Z

Skridoù krennvrezhonek klasel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guynglaff, skrivet war-dro 1450.
  • Ar C'hredo, en ur dornskrid eus 1456
  • Catholicon, geriadur brezhoneg-galleg-latin Jehan Lagadeuc, skrivet e 1464 ha moullet e 1499
  • Geriaoueg Arnold Von Harff, ur beajour alaman, skrivet etre 1496 ha 1499
  • Buhez Santes Nonn hag he map Devy, skrivet etre 1480 ha 1500
  • Buhez Santes Barba, moullet e 1557
  • Le Mirouer de la Mort, moullet e 1575
  • Buhez an Itron sanctes Cathell, embannet e 1576
  • An Buhez Sant Gwenôlé Abat - Ar Kentaf eus a Lantevennec, skrivet e 1580

Skridoù krennvrezhonek diwezhat[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An nouelou ancien ha devot, embannet gant ar beleg leonat Tangi Gwegen e 1650

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]