Keoded

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur geoded a oa ur gêr dizalc'h pe emren en henamzer, dezhi un tiriad bihan a-walc'h peurliesañ. Lod anezho avat a zeuas a-benn da aloubiñ kement a geodedoù all, pe a vroioù, e teujont da vezañ impalaeriezhoù, evel Aten, Kartada pe Roma.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez ar ger-se evit Istor pobloù ar Mor Kreizdouar dreist-holl, patrom boutin ar c'heodedoù o vezañ hini ar c'heodedoù gresian. N'eo ket difennet implijout ar ger evit kement kêr he doa pe he deus ur galloud politikel kreñv a-walc'h, pe evit un tiriad bihan a-walc'h heñvel e emsavadurioù politikel ouzh hini ar c'heodedoù, ha pa ne vefe ket ur gêr a bouez en e greiz.

Perzhioù ha diforc'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Perzhioù ar stadoù o doa ar c'heodedoù en henamzer : ur gouarnamant, breujoù, ur budjed, ur stadud (pe meur a hini) evit o annezidi, armeoù peurliesañ, dileuridi er stadoù all, servijoù foran. Alies-mat o doa o doueed dezho ivez.

Lod anezho a oa demokratel, da lavaret eo e veze dilennet o fennoù-bras gant ar geodedourien ha tabutet er bodadegoù war an darvoudoù a bouez. An holl annezidi ne oant ket keodedourien avat : nag ar maouezed, nag ar sklaved, nag an estrañjourien. Diforc'hioù statud a c'halle bezañ ivez etre ar geodedourien hervez o madoù, o familh, o meuriad (pa veze rannet ur geoded etre meuriadoù). Pa veze un nebeud a dud nemetken hag a oa keodedourien da vat, e veze graet "oligarkiezh" eus stumm gouarnamant ar geoded er bed gresian, da lavaret eo "renet gant un nebeud a dud". A bouez e voe an enebiezh etre an demokratourien hag an oligarkourien en emgannoù diabarzh ar c'heodedoù gresian kenkoulz hag er brezelioù diavaez adalek ar Vvet kantved kent JK.

Frammoù politikel ur bed aet da get[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar braz eus keodedoù ar Mor Kreizdouar, ar re c'hresian kenkoulz hag ar re all, a zeuas da vezañ suj da impalaeriezh Roma e dibenn an henamzer. Tamm-ha-tamm e kolljont o emsavadurioù hag o galloud politikel, dreist-holl pa voe diskaret an impalaeriezh roman ha savet Stadoù nevez en Europa hag e Norzhafrika gant pobloù ha ne oant ket frammet o spered gant patrom politikel ar c'heodedoù. Padal e kendalc'has hengoun ar c'heodedoù er grennamzer e lec'hioù zo, en Italia da skouer.

En Europa e voe savet eskoptiez war tiriadoù ar c'heodedoù alies-mat ha, dre-se, ne voe ket kollet penn-da-benn o framm.