Mont d’an endalc’had

Henamzer

Eus Wikipedia
Henamzer
time interval, tachenn studi, marevezh istorel
Iskevrennad eusistor, Q116697863 Kemmañ
Arvezistor Kemmañ
Raklec'hiet gantRagistor Kemmañ
Heuliet gantKrennamzer, Postclassical Era Kemmañ
Deiziad kregiñ4. millennium BCE Kemmañ
Deiziad echuiñ5. century Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://history.stackexchange.com/tags/ancient-history Kemmañ
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An Henamzer a zo ur prantad eus an Istor evel m'eo c'hoarvezet en Europa ar C'hornôg dreist-holl. E-doug ar mare-se a ya eus deroù ar sevenadurioù bras e Mezopotamia (war-dro 7000 kent Jezuz-Krist) betek diwezh Impalaeriezh Roma e 476 goude Jezuz-Krist e vez gwelet diorridigezh ar sevenadurioù gresian ha roman hag ivez hini ar relijionoù bras diwanet er Reter-nesañ (yuzevegezh ha kristeniezh).

Deroù al Labour-douar hag ar vetalouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro ar bloaz 8000 kent JK e krog an dud da labourat an douar er Greskenn Strujus. Gant an dreistad boued a zegasas gounezerezh an douar e kreskas ar boblañs hag e voe ijinet a bep seurt micherioù a denne d'an artizanerezh ha pergen d'ar vetalouriezh : hini an arem, an houarn hag an dir, a feur ma voe gouestoc'h-gouestañ an dud da sevel fornioù uheloc'h-uhelañ ar wrez a c'hellent tizhout, a-benn teuziñ ar metaloù.

Evelkent ez eo gant ijinadenn ar Skritur an hini eo e komzer eus penn-kentañ an Henamzer. Aes eo kompren ez eo deuet betek ennomp kalz muioc'h a vunudoù diwar-benn ar sevenadurezhioù o doa ur skritur eget gant ar re a oa a-raok. Dre-se e vez renkennet ar sevenadurezhioù o devoe ur Skritur e-barzh an Istor rik, hag ar re a oa en a-raok er Ragistor.


Sevenadurezhioù an Henamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a sevenadurezh a vez renkennet e prantad an Henamzer : - Ejipt (Henejipt) - Israel - Hellaz (Henc'hres) - sevenadurezh ar Romaned - sevenadurezh ar Gelted kozh : Galia, Preden - Fenisia