Breizh Cola
Breizh Cola a zo un doare Kola disheñvel (pe "altercola"), krouet gant Phare Ouest (Breserezh Lancelot) e 2002. Tregont implijad a vez evit produiñ ar Breizh Cola hiziv an deiz. E gavout a reer e Breizh dreist-holl hag er ranvroioù gall amezek.
Paeroniañ a ra ar merk kleuboù mell-droad 'zo : War-raok Gwengamp (22), Stad Brest 29 (29), Stad Roazhon (35), Gwened Olimpek Klub ha Football Club Lorient-Bretagne Sud (56).
Bep bloaz e produont 5 milion a voutailhadoù Breizh Cola, gant ur c'hresk a 20 % bep bloaz. E 2009 e voe ur gounid a 5 milion a euroioù[1]. Gwerzhet e vez gwelloc'h (e Breizh ha war lodenn gornôk Bro-C'hall) eget Pepsi-Cola, gant 10 % eus ar marc'had[2].
Ur blaz etre hini Coca-Cola ha Pepsi-Cola en deus, ur blaz kreñv met gant ur gaz dous.
Produioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Limonad 1905 (1905)
- Briezh Cola "standard"
- Breizh Cola Hep sukr (2004)
- Breizh Cola Stevia (2010)
- Breizh Tea (abaoe C'hwevrer 2015)
- Breizh Agrum' (abaoe C'hwevrer 2015)
Da lenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pennad Ouest-France d'al Lun 17 a viz Gouere 2006, pajennoù " Bretagne"
- Pennad Le telegramme d'ar Gwener 09 a viz Here 2009, pajenn 8, "économie"
- Pennad war anarvorig.com : [1]