Mont d’an endalc’had

Breserezh Lancelot

Eus Wikipedia
Breserezh Lancelot
breserezh
Deiziad krouiñ1999 Kemmañ
Anvet diwarBernard Lancelot Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadRoz-Sant-Andrev, Traoñ-an-Oud Kemmañ
Daveennoù douaroniel47°52′16″N 2°28′32″W Kemmañ
OberataerQ115796707 Kemmañ
Produbier Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://brasserie-lancelot.bzh/ Kemmañ
Map

Ar vreserezh Lancelot zo ur vreserezh bier krouet en 1990 gant Bernard Lancelot e Roz-Sant-Andrev e Breizh-Uhel, er Morbihan.

E 2020 eo bet prenet gant ar stroll gall Agrial.

Dek bier zo betek-hen, naturel, hep bout silet, graet war o goell. Roet ez eus bet dezho anvioù a denn da istor ha sevenadur Breizh dreist-holl. Sede o anvioù ar re a gaver en boutailhoù:

  • La Blanche Hermine (bier), bier gwenn skañv, 4%, eus ar c'hentañ pa vez tomm,
  • La Blanche Hermine IPA, bier gwenn diwar houpez, 4%,
  • La Duchesse Anne, 6,5%,
  • Cervoise Lancelot, 6%, diaes da gavout,
  • Les Bonnets Rouges, ruz e liv, graet gant skav, 5,5%
  • Telenn Du, bier du nemetañ ar vreserezh, hag an hini nemetañ un anv brezhonek dezhañ, 4,5%, a denn un tamm d'ar guinness, bet anvet diwar anv ar ouenn ed-du Harpe noire.
Boutailhad XI.I
  • XI.I Samhain, bier du hag a vez breset ur wech ar bloaz, d'an 1 a viz Du, da lidañ Samhain 11% alkool,
  • Pays de Cocagne
  • Lancelot, bier melen, 6%
  • Morgane, bier melen organek, a gaver ivez er stalioù boued organek,

Hag ivez

  • Dragons, diouzh ar wask hepken, damheñvel ouzh Double Dragon Felin Foel (bier eus Kembre).

Ouzhpenn bier a vez graet er vreserezh:

  • Breizh Cola, brudet a-walc'h
  • chouchenn Lancelot, divrud evit ar poent
  • limonad Lancelot.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]