Goell

Eus Wikipedia
Saccharomyces cerevisiae 'zo ur goell resis implijet evit fardañ gwin, bier pe bara en Henamzer c'hoazh.

Ar goell a zo mikro-organegoù unkelligek eus riezad ar Fungi gouest da lakaat danvez organek (loened pe blant) e go. Implijet e vez evit fardañ gwin, bier, alkooloù, bara (genad Saccharomyces) hag antibiotikoù ivez. Meur a c'henad goell disheñvel a gaver ha re gleñvedus en o zouez a zo kaoz da vikozioù (genad Candida).

Stummoù a bep seurt (boulek, elipsennek, tric'hornek, viheñvel, hag all) a c'hellont kaout ivez, hervez ar spesad anezhe. Ar vent a zo etre 6-10 ha 50 mikron. Gouennañ a ra dre vroñsañ pe dre emrannañ.

Evel bevien o devez ezhomm eus aozioù resis evit kreskiñ (temperadur, kalite un disolvadenn, glukoz, elfennoù kimiek, pH adalek 2,4 betek 8,6, hag all...). Gallout a ra kreskiñ gant aer (prosesus aervev) pe get (prosesus anaerat).