Aer

Eus Wikipedia

An aer eo an anv a vez roet d'ar meskad gazoù a ya d'ober atmosferenn (pe aergelc'h) an douar. Diliv ha dic'hwezh eo. Nitrogen (78.08%) hag oksigen (20.94%) eo ar daou c'haz pennañ a ya d'ober an aer, gazoù rouez all a ya d'ober ar peurrest (nebeutoc'h eget 1%).

Er sevenadurioù hengounel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er sevenadurioù hengounel e veze, pe e vez c'hoazh, lakaet an aer da vezañ unan eus peder elfenn diazez ar vuhez, asambles gant an tan, an douar hag an dour. N’eo ket un doare skiantel da welet an traoù.