Kembre

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
KembreCymru
Wales-NASA-250.jpg
Kembre gwelet eus an oabl
Banniel Kembre
Ardamezioù ar Briñselezh
(Y Ddraig Goch) (Ardamezioù ar Briñselezh)
Sturienn : Cymru am byth
("Kembre da viken")

Kan broadel
Hen Wlad Fy Nhadau
"Bro Gozh Ma Zadoù"
Lec’hiañ Kembre en Europa
Lec’hiañ Kembre er Rouantelezh-Unanet
Lec’hiañ Kembre er Rouantelezh-Unanet
Kartenn Kembre
Kartenn Kembre
Yezh ofisiel Kembraeg
Saozneg
Kêr-benn Caerdydd / Kerdiz
Brasañ kêr Caerdydd
Pennmaodiern Carwyn Jones
Gorread 20 779 km²
(3de renk er R.U.)
Poblañs 3 063 456 (2011)
(3de renk er R.U.)
Stankted 147,4 ann./km²
Moneiz Lur sterling (£) (GBP)
Tachennad amzer UTC, Hañv : UTC +1
Bleunienn vroadel PourennRoz-kamm
Patrom Sant Devi (Dewi Sant)

Kembre zo unan eus an eizh bro geltiek, hag unan eus an teir a zo en enez Breizh-Veur, er c'hornôg da Vro-Saoz. Caerdydd eo he c'hêr-benn.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Priñselezh adunanet da Vro–Saoz e 1536 ha 1543.
1,7 milion a dud e 1900, 2,2 milion e 1950 ha tremen 3 milion e 2011.

Aloubet ha gounezet digant ar Romaned e fin ar I kantved, met Kembreiz ne voent ket kalz romanekaet.

Avieladur e Vvet kantved.

Er VIvet kantved e harzas Kelted Kembre ouzh ar Saksoned hag a oa staliet e Bro-Saoz a-vremañ.
En VIIIvet kantved e voe savet kleuz Offa ur voger vras gant ar roue sakson {{Offa Mercia]] a-hed harzoù ar vro.

E penn-kentañ an XIIIvet kantved e voe renet ar vro gant Llywelyn ab Iorwerth.
E vab-bihan, Llywelyn ap Gruffudd, a oa bet anavezet evel priñs ar vro gant Herri III Bro-Saoz dre feur-emglev Montgomery (1267) ; lazhet e voe e-kerzhun emgann e [[]]. Gant fin ar familh roueel e voet staget ar rouantelezh kozh da Vro-Saoz ; Gwynedd eo hec'h anv hiziv c’hoazh.

E 1301 e voe lakaet priñs Kembre da zanvez-roue Bro-Saoz dindan anv anv Edouarzh II ; abaoe e vez roet an titl-se da hêr tron Bro-Saoz.

E 1536 ha 1543 e voe sinet lizheroù an unvaniezh etre Kembre ha Bro-Saoz.

Reveulzi greantel an XIXvet kantved : diorroadur al labouradegoù houarn, kouevr, staen ha glaou.

E Kembre ez eus un Emsav broadel evel e Breizh. Stourmerien Emsav Bro Gembre a zo aet buanoc'h eget o c'heneiled a Vreizh.

E 1967 e lakaas ar Welsh Language Act ar c’hembraeg keit–ha–keit gant ar saozneg er justis hag en abadennoù foran.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar c'hembraeg - Cymraeg - eo ar yezh keltiek komzet e Bro-Gembre. E-giz ar brezhoneg hag ar c'herneveureg ez eo ur yezh predenek. Koulskoude eo stag ar c'hembraeg ouzh rummad predeneg an Hanternoz tra ma'z eo stag ar c’herneveureg hag ar brezhoneg ouzh rummad predeneg ar C'hreisteiz.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Douarouriezh Kembre ha Kernev-veur

Luc’hskeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Sant Devi (Tyddewi)