Dulenn
Baile Átha Cliath Dublin — Dulenn | |
---|---|
Banniel | Ardamezioù |
Obedientia Civium Urbis Felicitas "Keodidi Sentus, Keoded Eürus" | |
Melestradur | |
Bro | Iwerzhon |
Proviñs | Laighean |
Maer (2019) | Paul McAuliff (FF) |
Kodoù post | D01 → D18, D20, D22 D24, D6W |
Kod pellgomz | 01 (+3531) |
Douaroniezh | |
Gorread Kêr : Tolead : |
115 km² 318 km² |
Poblañs Kêr : Tolead : Tolpad : |
554 554 1 173 179 1 347 359 |
Stankted | 4 822 ann./km² |
53° 21' N – 6° 16' K | |
Internet | www.dublincity.ie |
Kêr-benn Republik Iwerzhon eo Dulenn (iwerzhoneg Baile Átha Cliath; saozneg Dublin). Kêr vrasañ an enez eo ivez (554 000 annezad er gêr). Gant he zrowardroioù ez eus ouzhpenn 1 200 000 a dud o vevañ enni.
Emañ-hi a-hed ar stêr Life, war aod reter ar vro. Diazezet e oa gant ar Ouezeled er 7vet kantved. En em staliañ a rejont ar Vikinged eno er IXvet kantved. E 1922 e teuas da vezañ kêr-benn Stad Dieub Iwerzhon.
Etimologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget e oa gant Ptoleme ul lec'h Eblana e anv tro-dro 140 goude JK.
Anat eo ar ger e brezhoneg : du-lenn da lâret eo lenn zu. Dont a ra eus ar gouezeleg dubh ha lind.
Demografiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez niveradeg 2016 e oa 553 165 annezad e kêr Dulenn er bloazh-se, 1 270 603 annezad a oa e kontelezh Dulenn rannet e pevar takad melestradurel : kêr Dulenn, Dulenn Su, Fingal ha Dún Laoghaire-Rathdown, ha 1 804 156 annezad e rannvro Dulenn Meur.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Labouradeg kozh Guinness zo deuet da vezañ ur mirdi ramzel war istor ar merk.
Er bloavezhioù 1990 ha 2000 e oa Iwerzhon lesanvet an Tigr keltiek abalamour d'he c'hresk armerzhel bras. Hiziv emañ staliet eno sezioù pe da nebeutañ bonioù gwezhiadel kalz embregerezhioù amerikan evel Microsoft, Google, Facebook, Amazon, eBay, PayPal, Yahoo!, Twitter, Accenture ha Pfizer.
Tizhet e oa he feur dilabour izelañ gant Dulenn en eil kard eus ar bloavezh 2018, gant 5.7% hervez an Dublin Economic Monitor[1],[2].
Sport
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus stadoù brasañ Europa eo Croke Park. Eno e vez aozet krogadoù ar sportoù gouezelek evel an hurling hag ar mell-droad ouezelek, sport muiañ-karet an Iwerzhoniz. Degemer a ra ivez krogadoù etrebroadel rugbi ha sonadegoù evel re U2 ha Robbie Williams. Stad Lansdowne Road a zegemer krogadoù mell-droad ha rugbi.
Tachennoù zo e trowardrioù ar gêr evit ar redadegoù levrini, e Shelbourne Park da skouer, hag evit ar redadegoù kezeg, evel e Leopardstown. Kalz stadoù all a zo evit ar basket-ball, an handball gouezelek, an hoke war leton hag an atleterezh.
D'an 11 a viz Gouere 1998 e oa bet dalc'het rakredadeg Tro Bro-C'hall 1998 e Dulenn (a-benn d'an eur) ; aet e oa bet ar maout gant Chris Boardman (Bro-Saoz).
Kêr-benn Europa ar sport a oa Dulenn e 2010.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud bet ganet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jonathan Swift e 1667,
- Thomas Moore e 1779,
- Sheridan Le Fanu e 1814,
- Oscar Wilde e 1854,
- George Bernard Shaw e 1856,
- Patrick Pearse e 1876,
- James Joyce e 1882,
- Samuel Beckett e 1906,
- Bertie Ahern e 1951,
- Bono e 1960.
Tud bet marvet eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jonathan Swift e 1745,
- Sheridan Le Fanu e 1873,
- James Connolly ha Patrick Pearse fuzuilhet e 1916,
- Éamon de Valera e 1975,
- Roparz Hemon e 1978.
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- San Jose e Kalifornia ( Stadoù-Unanet) abaoe 1986
- Liverpool ( Bro-Saoz) abaoe 1997
- Barcelona ( Katalonia) abaoe 1998
- Beijing ( Sina) abaoe 2011
Skoulmet e vez ivez liammoù mignoniezh gant kêrioù all :
- Tbilisi ( Jorjia) etre 2014 ha 2017,
- Kêr-Vec'hiko ( Mec'hiko) e-pad 4 bloazh,
- Guadalajara ( Mec'hiko) abaoe 2013,
- Moskou ( Rusia) abaoe 2009
- Sant-Petersbourg ( Rusia) abaoe 2010
- Wuhan ( Sina) e 2016 hag e-pad 3 bloazh.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Ha'penny Bridge
Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en)Monitor: Dublin unemployment falls to lowest level in 10 years amid economic resurgence. Kavet : 2 a viz Eost 2018.
- ↑ (en)14th issue of the Dublin Economic Monitor. Kavet : 1 a viz Eost 2018.