Jonathan Swift

Eus Wikipedia
Jonathan Swift

Jonathan Swift (30 a viz Du 1667 e Dulenn - 19 a viz Here 1745 e Dulenn) a oa ur skrivagner saoznek eus Iwerzhon.

Studioù doueoniezh a reas e Dulenn a-raok mont da Vro-Saoz e 1688 hag eno e teuas da vezañ sekretour ar politikour ha skrivagner Sir William Temple. E Bro-Saoz e reas anaoudegezh gant Esther "Stella" Johnson, hag awenet e voe gant ar plac'h yaouank-se evit sevel barzhonegoù hag e zeizlevr A journal to Stella.

E 1699 ez eas Jonathan Swift da vevañ en-dro da Iwerzhon. Met kenderc'hel a rae de vont ingal da Londrez, ma kemere perzh er vuhez politikel. E 1713 e voe anvet da zean en iliz Sant Padrig, iliz-veur Dulenn. Adalek ar mare-se e oa troet muioc'h gant ar vuhez politikel en Iwerzhon.

Skridoù Swift zo savet en ur yezh resis ha leun a vousfent. E flemmskrid Gulliver’s travels, e peder lodenn, a seller outañ evel unan eus pennoberennoù al lennegezh evit ar re yaouank.

Oberennoù brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.