Hurling
| |||
---|---|---|---|
Tiobraid Árann enep Gaillimh e 2014 | |||
Orin | Ragistor | ||
Kevredad | Cumann Lúthchleas Gael (Gaelic Athletic Association) | ||
Perzhioù | |||
Doare | Sport a-stroll dindan an amzer | ||
Skipailhoù | 2 | ||
C'hoarieren | 2 x 15 | ||
Tachenn | 130-145 m x 80-90 m | ||
Dafar | Sliotar (pellenn) Camán (bazh) Clogad (tokarn) | ||
UNESCO | |||
Glad sevenadurel dizanvezel an denelezh | |||
Stad | Iwerzhon | ||
Dave | 01263 (2018) |
Hurling e saozneg[1], iomáint, iománaíocht (benel) en iwerzhoneg[2], zo ur sport a-stroll a vez c'hoariet dindan an amzer. Ur sport hengounel gouezelek kozh-tre eo, a vez graet en Iwerzhon gant gwazed. Abaoe deroù an XXvet kantved e vez graet gant maouezed ivez, dindan an anv camogie (camógaíocht en iwerzhoneg).
Meur a berzh zo boutin d'an hurling ha d'ar vell-droad ouezelek : an dachenn, ar palioù, an niver a c'hoarierien hag un darn eus ar c'heriaoueg.
Gant an aozadur Cumann Lúthchleas Gael / CLG (Gaelic Athletic Association / GAA) e vez renet koulz an hurling hag ar vell-droad ouezelek abaoe 1884. Er-maez da Iwerzhon e vez graet hurling dindan ren CLG e Bro-Saoz (McGovern Park e London) hag e Stadoù-Unanet Amerika (Gaelic Park e New York).
Un tamm eus ar sevenadur gouezelek eo iomáint, a vez heuliet gant an diaspora iwerzhonat er bed a-bezh[3]. Er bloaz 2018 e voe anzavet evel Glad sevenadurel dizanvezel an denelezh gant UNESCO[4].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koshoc'h eget istor anavet Iwezhon eo an hurling, pa veze graet a-raok donedigezh ar gristeniezh en enez, degaset ma oa bet di gant ar Gelted[5]. E lezennoù hen Iwerzhon er Vvet kantved e kaver meneg eus ar sport[5]. En e levr A History of Hurling, an aozer Seamus J. King a ra dave d'ur c'hrogad a voe c'hoariet e Cnoc na Teamhrach (Tara) e kontelezh An Mhí e-tro ar bloaz 1200 kent JK. Meneg zo eus ur c'hrogad er veurgan iwerzhonek Táin Bó Cúailnge (Iañ kantved), pa c'hoari Cú Chulainn en Eamhain Mhacha e kontelezh Ard Mhacha.
Menegoù all a gaver e lezennoù Reachtanna Chill Chainnigh (Statutes of Kilkenny, 1366-67) ha war ur bez en Inis Eoghain e kontelezh Dún na nGall[6].
En XVIIIvet kantved e voe an hurling en e varr, pa veze juloded saoz-hag-iwerzhonat o terc'hel skipailhoù iomáint war o douaroù hag oc'h aozañ krogadoù etre an domanioù. E Coláiste na Tríonóide (Trinity College, e Dublin) e 1879 e voe diazezet an Irish Hurling Union hag aozet unan eus ar skridoù kentañ a stalias reolennoù ar sport[7]. E 1884 e voe diazezet ar GAA e Dúrlas Éile / Thurles e kontelezh Tiobraid Árann, a aozas e 1888 ar c'hentañ kampionad en Iwezhon a-bezh (Craobh Shinsear Iomána na hÉireann / All-Ireland Senior Hurling Championship), ma voe trec'h kontelezh Tiobraid Árann war gontelezh Gaillimh.
Abaoe ar bloavezhioù 2000 ez eo an hurling an eil sport muiañ-karet en Iwerzhon goude ar vell-droad ouezelek[8]
Doareoù all an hurling a vez c'hoariet er broioù kelt all : camanachd, iomain e Bro-Skos, bando e Kembre ha cammag en Enez Manav.
- C'hoarioù Olimpek
Ur sport nann-ofisiel e voe an hurling e C'hoarioù Olimpek an hañv e St. Louis (Missouri) e 1904[9]. Gwech ebet n'eus bet hurling er C'hoarioù abaoe.
Reolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tachenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Damheñvel ouzh un dachenn rugby hogen brasoc'h eo an dachenn ma reer hurling. An hevelep tachenn a vez implijet gant ar vell-droad ouezelek, evit aesaat pleustr an daou sport en ul lec'h hepken.
Ul letonenn skouergornek eo, 130-145 metr he hirder ha 80-90 metr he ledander. Ur pal stummet evel al lizherenn H zo e pep penn strizh, graet gant daou bost 6-7 metr uhel plantet 6,50 metr an eil diouzh egile ha liammet gant un dreuzellenn a zo staliet 2,50 metr a-us al letonenn. Ur roued zo dindan an dreuzellenn, stag outi hag ouzh ar peulioù ; don a-walc'h eo a-drek ar pal. Linennoù treuz zo merket adalek pep pal da 13 metr, 20 metr ha 65 metr (45 evit ar vell-droad ouezelek), pep linenn o vezañ merket gant bannieloù e pep penn. Un hantergelc'h zo e kreiz linenn an 20 metr.
Tachennoù bihanoc'h ha palioù bihanoc'h zo evit ar yaouankizoù
Skipailhoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou skipailh zo, pemzek c'hoarier e pep hini anezho.
- 1 diwaller (cúl báire / goalkeeper).
- 3 drekour (lánchúlaí deas, lánchúlaí láir, lánchúlaí clé / right fullback, center fullback, left fullback).
- 3 hanterour (leathchúlaí deas, leathchúlaí láir, leathchúlaí clé / right halfback, center halfback, left halfback).
- 2 greizour (lár na páirce / midfielder).
- 3 araoger etre (leatosaí deas, leatosaí láir, leatosaí clé / right half forward, center half forward, left half forward).
- 3 fennaraogour (lántosaí deas, lántosaí láir, lántosaí clé / full right forward, full center forward, full left forward).
1. Diwaller | ||
2. Drekour dehou | 3. Drekour kreiz | 4. Drekour kleiz |
5. Hanterour dehou | 6. Hanterour kreiz | 7. Hanterour kleiz |
8. Kreizour dehou | 9. Kreizour kleiz | |
10. Araogour etre dehou | 11. Araogour etre kreiz | 12. Araogour etre kleiz |
13. Pennaraogour etre dehou | 14. Pennaraogour etre kreiz | 15. Pennaraogour etre kleiz |
- Atav e vez prest un diwaller all, niverennet 16, da gemer lec'h an hini a zo o c'hoari. A-wezhioù e vez un trede diwaller prest, niverennet 31.
- Erlec'hidi zo d'ar c'hoarierien all, niverennet adal 17.
C'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hoarierien a rank implijout ur vazh prenn onn (Fraxinus sp.) anvet camán (/kaˈmaːn/, gourel, diwar cam "kamm" ; (en) hurley) evit kas ur bellenn vihan anvet sliotar ([ˈʃlʲɪt̪ˠəɾˠ], gourel, orin dianav) etre peulioù ar skipailh enep, dreist an dreuzellenn evit gounez 1 poent (pointe / point, "poent") pe er roued a zo dindani evit gounez 3 foent (cúl / goal, "pal") ; diwallet eo ar roued. Gwir zo da dapout ar sliotar gant an dorn ha d'e zougen a-hed pevar c'hammed d'ar muiañ kent implijout ar vazh evit e stlepel er vann pe d'an douar. Reiñ un taol troad d'ar sliotar a c'heller ivez, pe e stlepel gant palv an dorn digor evit e dremen d'ur c'hoarier nes. Mar fell d'ur c'hoarier dougen ar bellenn a-hed muioc'h eget pevar c'hammed e c'hall he derc'hel war penn ar vazh, pe he derc'hel en e zorn div wech d'ar muiañ. Keit ha m'en deus un troad da nebeutañ war an douar e c'hall ur c'hoarier arsailhañ skoaz-ouzh-skoaz un eneber a zo gant ar sliotar, pe a zo o heuliañ ar bellenn ivez.
- Kontañ ar poentoù
Diforc'het e vez etre poentoù ha palioù er gont : ur merk 2-11 a dalv 2 bal hag 11 poent, eleze 6 + 11 = 17 poent en holl.
E diwezh gourfenn Craobh Shinsear Iomána na hÉireann 2024 (21/07/2024, Croke Park, Dublin) e voe strizh-strizh trec'h kontelezh An Clár (3-29) war gontelezh Corcaigh (1-34), rak An Clár en devoa merket 9 + 29 = 38 poent ha Corcaigh 3 + 34 = 37 poent ; laouen e voe an daou skipailh evelato.
Dafar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sliotar : unan hepken zo war an dachenn ; ur bellenn e spoue goloet gant lêr eo, 69-72 millimetr he zreuzkiz ha 110-120 gramm a bouez enni. Pa vez stlapet kreñv e c'hall tizhout 110 metr gant un tizh dreist da 150 km/h.
- Camán : unan da bep c'hoarier zo, ha d'an diwaller ivez ; ur vazh eo, 61-91 kantimetr he hirder, plad ha ledan he fenn.
- Clogad : un tokarn, a zo ret d'an holl c'hoarierien ha c'hoarierezed a bep oad dougen abaoe ar bloaz 2010, pan eo mennet CLG/GAA da vihanaat an niver a wallzarvoudoù war an tachennoù.
-
Camán ha sliotar
-
Clogad
Padelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hrogad etre kontelezhioù a bad 2 x 35 munutenn ; 2 x 30 munutenn eo padelezh an holl grogadoù all, ha 2 x 25 munutenn a-wezhioù evit ar skipailhoù c'hoarierien oadet 13 vloaz ha nebeutoc'h. An tredeog pennañ a c'hall divizout ouzhpennañ amzer mard eus bet ehanoù er c'hrogad.
Mard eo rampo an daou skipailh e diwezh ar c'hrogad e vez aozet un eil krogad. Mard eus un eil rampo e vez ouzhpennet 2 x 10 munutenn ; mard eus rampo adarre e vez tennet ouzh ar palioù. Hervez live ar c'hampionad eo an adc'hoariadennoù-se, a zo divizet gant an tredeoged ha gant ar GAA er c'hampionadoù uhelañ rak ne c'heller ket atav aozañ ur c'hrogad dindan verr amzer.
Tredeoged
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek 8 tredeog a vez en ur c'hrogad hurling.
- 1 penntredeog, war an dachenn e-mesk ar c'hoarierien.
- 2 dredeog all, unan war pep kostez.
- 4 zredeog all c'hoazh, daou e-kichen pep pal.
- 1 ouzhpenn war ar c'hostezioù, er c'hrogadoù etre kontelezhioù hepken.
Er c'hrogadoù etre kontelezhioù hepken e vez un tredeog dre video, e Croke Park e Dublin hag e Semple Stadium e Durlas Éile.
Gant ar penntredeog e vez lañset ha paouezet ar c'hrogad, enrollet ar poentoù, roet tennoù-digoll, merket an torroù-reolenn ha roet kastizoù melen (gouzavadenn) pe ruz (skarzhadenn) d'ar c'hoarierien o deus torret reolenn pe reolenn ; skarzhet e vez ur c'hoarier en deus bet div c'houzavadenn e-kerzh ur c'hrogad.
E-maez Iwerzhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz kleuboù iomáint zo er bed a-bezh, a-drugarez d'an diaspora, hogen en Iwerzhon hepken ez eus ur skipailh broadel.
E 1844 e voe ur c'hrogad e Melbourne, e Stad Victoria, ma oa meur a gleub er bloavezhioù 1870 ; e 1885 e voe tremen 10 000 a dud oc'h arvestiñ ur c'hrogad etre daou skipailh eus Sydney. Gant Australasia GAA e vez aozet krogadoù en Aostralia.
E Mercedes e proviñs Buenos Aires e voe aozet ur c'hrogad e dibenn ar bloavezhioù 1880 ; e miz Gouere 1900 e voe diazezet an Hurling Club e Hurlingham, Buenos Aires. E-pad ar Brezel-bed kentañ avat e voe dic'hallus lakaat degas bizhier eus Iwerzhon, ha re bounner ha re reut e oa an onn arc'hantinat. Adkroget e voe da c'hoari goude 1918, hogen da get ec'h eas an hurling en Arc'hantina a-c'houde an Eil Brezel-bed. Met e 1980 e voe c'hoariet krogadoù en-dro, a-drugarez d'un droiad gant an Aer Lingus Hurling Club e-pad teir sizhun. Adalek 2009 e voe buhez a-nevez en Hurling Club.
Adalek ar bloavezhioù 1780 ez eus bet enbroidi eus kontelezh Cill Chainnigh ha kontelezh Port Láirge e Kanada hag e New York ; goude An Gorta Mór, an Naonegezh Vras (1845-49), e voe un enbroadeg veur, hag Iwerzhoniz o tegas an hurling ganto[10]. E Boston, e 1886, e voe c'hoariet ar c'hrogad kentañ renet gant ar GAA en SUA, ha c'hoariet e vez iomáint gant diskennidi an enbroidi abaoe.
Abaoe dibenn an XIXvet kantved e vez graet hurling eno dindan ren ar British GAA ; al Lory Meageher Cup eo kib ar c'hrogadoù etre ar c'hontelezhioù Lancashire ha Warwickshire. Krogadoù enep kontelezhioù iwerzhonat a vez aozet ivez : London eo ar skipailh nann-iwerzhonat o vezañ bet trec'h en All-Ireland Senior Hurling Championship (1901).
Ur c'hleub zo e Caerdydd abaoe 1956, anvet St Colmcilles Cardiff GAA. E 2012 e voe c'hoariet ar c'hrogad hurling kentañ e Bro-Skos.
Hep mar ebet e voe c'hoariet hurling gant soudarded an Irish Brigade e-kerzh Eil brezel ar Voeren (1889-1902). E-tro ar bloavezhioù 1915-16 e voe savet ur skipailh gant enbroidi eus kontelezh Cill Mhantáin a oa deuet da labourat en ul labouradeg danvez tarzh en Umbogintwini e KwaZulu-Natal. A-c'houde donedigezh kalz Iwerzhoniz er bloavezhioù 1920 e voe diazezet an Transvaal Hurling Association e Johannesburg e 1928. Er bloaz 1932, ur skipailh ac'h eas da Iwerzhon evit kemer perzh en Aonach Tailteann (C'hoarioù Tailteann), ma voent degemeret gant an taoiseach (pennvaodiern) Éamon de Valera.
Bev e voe ar sport e Suafrika betek an Eil Brezel-bed, a lakaas termen da zonedigezh Iwerzhoniz ha da vizhier dereat.
Levlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) King, Seamus J.. A History of Hurling. Dublin : Gill & Macmillan, 2005 (ISBN 978-0-7171-3938-5)
- (en) King, Seamus J.. The Clash of the Ash in Foreign Fields – Hurling Abroad. Shannon : S. J. King, 1998 (ISBN 978-0-9533513-0-5)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Hurling @ GAA. Kavet : 22 Gou 2024.
- (en) Official Guide – Part 2 @ GAA. Kavet : 22 Gou 2024.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kement ha "stlepel" e talv ar verb to hurl.
- ↑ Kement ha "bleinañ", "kas", e talv ar verb iomáin (['i:man]).
- ↑ (en) Pitch Man @ Forbes, 16/07/2012. Kavet : 22 Gou 24.
- ↑ (fr) UNESCO. Kavet : 22 Gou 24.
- ↑ 5,0 ha5,1 (en) Humphries, Tom. Sticks and thrones. In : The Guardian, 14/09/2003. Kavet : 22 Gou 24.
- ↑ (en) Hutchinson, Roger. Camanachd! – The Story of Shinty. Edinburgh : Birlinn, 2004, pp. 27-28 (ISBN 978-1-84158-326-6)
- ↑ (en) Irish Examiner, 20/01/2007. Kavet : 22 Gou 24.
- ↑ (en) The Social Significance of Sport @ An Institiúid um Thaighde Eacnamaíochta agus Sóisialta/Economic & Social Research Institute. Kavet : 22 Gou 24.
- ↑ (en) Olympic Games Medallists – Other Sports @ gbrathletics. Kavet : 22 Gou 24.
- ↑ (en) King, 1998, pp. 97-98.