Mont d’an endalc’had

UNESCO

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
UNESCO
specialized agency of the United Nations, aozadur etregouarnamantel
Deiziad krouiñ16 Du 1945 Kemmañ
Anv er yezh a orinUnited Nations Educational, Scientific and Cultural Organization, Organisation des Nations unies pour l'éducation, la science et la culture Kemmañ
Anv berrUNESCO, ONUÉSC Kemmañ
Deiziad ganedigezh16 Du 1945 Kemmañ
Diellaouet gantUniversity of Maryland Libraries Kemmañ
Den e penn an aozadurDirector-General of UNESCO Kemmañ
PrezidantAudrey Azoulay Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°51′0″N 2°18′22″E Kemmañ
Ezel eusGlobal Citizen Science Partnership, Global Academic Integrity Network Kemmañ
Aozadur mammAozadur ar Broadoù Unanet Kemmañ
IsaozadurUNESCO Chair on Cyberspace and Culture, Scientific Committee on Problems of the Environment, UNESCO Institute for Statistics, Iranian National Commission for UNESCO, Hylean Amazon Institute Kemmañ
Perc'henn warThe Symbolic Globe, World Heritage Centre Kemmañ
Gant kevelerezhUnited Cities and Local Governments, Wapikoni Mobile, International Civil Aviation Organization Kemmañ
Sez sokialPariz Kemmañ
Erlec'hiañ a raInternational Committee on Intellectual Cooperation Kemmañ
Prizioù resevetPeabody Awards Kemmañ
Chomlec'h7, place de Fontenoy 75007 Paris Kemmañ
Terms of service URLhttps://digital.archives.unesco.org/en Kemmañ
Operating areaworldwide Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Museum of World Cultures, Stedelijk Museum, Amsab - Instituut voor Sociale Geschiedenis Gent Kemmañ
Official observer status in organisationWorld Intellectual Property Organization, Global Partnership on Artificial Intelligence, International Organization for Migration Kemmañ
Charter URLhttps://unesdoc.unesco.org/ark:/48223/pf0000179478 Kemmañ
Map

UNESCO (United Nations Educational, Scientific and Cultural Organization, "Aozadur Desavadurel, Skiantel ha Sevenadurel ar Broadoù Unanet, ADSSBU") zo bet krouet d'ar 16 a viz Kerzu 1945 ha diazezet e Pariz. Ur rann eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) eo.

Pal an aozadur eo mirout ar peoc'h ha sikour ar surentez dre obererezhioù war tachennoù lies evel an deskadurezh, ar skiantoù, ha degas reizhadurioù e bed ar sevenadur evit reiñ harp d'an doujañs hollvedel d'ar justis, galloud ar Gwir, ha doujañs da Wirioù Mab-Den ha kement frankiz embannet dre Garta Aozadur ar Broadoù Unanet.

Da heul un disentez gant Kevredigezh ar Broadoù e 1921 e voe krouet e 1922 ur Bodad Etrebroadel ar C'henober Speredel staliet e Genève. E 1925 e voe staliet Ensavadur Etrebroadel ar C'henober Speredel e Paris evel skourr pennañ ar Bodad. Abalamour d'an Eil Brezel-bed ne c'hallas mui labourat, setu e voe krouet UNESCO d'ar 16 a viz Du 1945.

Palioù an aozadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Termenet eo bet e balioù evel-mañ :

"[...] kemer perzh e mirout ar peoc'h er bed dre lakaat fetisoc'h kenlabour etre ar broadoù en ur blediñ gant an deskadurezh, ar skiant, ar sevenadur hag ar c'hemmenadur evit ma vo doujet evit pep hini hag e pep lec'h hep ma vo graet diforc'hioù e-keñver ar ouenn, ar rev, ar relijion d'ar justis, d'al lezenn, da wirioù an Den ha d'ar frankizoù-diazez a vez anavezet gant Karta ar Broadoù unanet evel perzhioù an holl bobloù".

Obererezh an UNESCO a vez meret o heuliañ 5 program bras : an deskadurezh, ar skiantoù rik ha naturel, ar skiantoù kevredigezhel, ar sevenadur hag an Ditour. Emañ sez an UNESCO e Pariz hag ez eus tremen 50 burev hag ensavadur ouzhpenn er bed a-bezh. 191 riez a zo bet degemeret evel izili (kontet e 2005).

Savet en deus an aozadur-mañ roll ar Glad bedel ennañ un niver bras a vonumantoù, kêrioù, savadurioù ha gweledvaoù renket e meur a rummad.

Krouet en deus e 1992 ar program Memor ar bed evit ma vo doujet d'ar glad teulel ha ma vo miret anezhañ evit mad ar remziadoù da zont ha ma vo lakaet aesoc'h da dizhout gant ar gwerin.

E 1998 en deus disklêriet an ABU e vo an dekved 2001-2010 lakaet evel "Dekved broudañ aergelc'h an difeulster hag ar peoc'h evit bugale ar bed". Fiziet eo bet an aozañ en UNESCO.