Stedelijk Museum

Eus Wikipedia
Stedelijk Museum


Stedelijk Museum Amsterdam a zo ur mirdi gouestlet d'an arzoù modern zo e Museumplein, en Amsterdam (Izelvroioù). Krouet eo bet e 1895. E-touez an oberennoù a c'haller gwelout ennañ ez eus ur sal livet gant Karel Appel hag un dastumad bras eus oberennoù Kazimir Malevich. Ennañ e kaver ivez oberennoù Barnett Newman, re Sol LeWitt, re arzourien luskad CoBrA, re Piet Mondrian pe c'hoazh re Theo van Doesburg. Abaoe 1980 ez eus ivez ur sal gouestlet d'an arz video, enni oberennoù Barnett Newman, re Nam June Paik pe c'hoazh re Bill Viola.


Renerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jan Eduard van Someren Brand (1895–1906)
  • Cornelis Baard (1906–1936)
  • David Roëll (1936–1945)
  • Willem Sandberg (1945–1963)
  • Edy de Wilde (1963–1985)
  • Wim Beeren (1985–1993)
  • Rudi Fuchs (1993–2003)
  • Hans van Beers (2003–2005)
  • Gijs van Tuyl (2005–bremañ)


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]