Mont d’an endalc’had

Savadur

Eus Wikipedia
Istor ar savouriezh berr-ha-berr, a gleiz da zehou : Dor Ishtar, Mezopotamia ; azeuldi Isis, Henegipt ; Maison Carrée, Nimes, Henc'hres-Henroma ; azeuldi Kandariya Mahadeva, India ; azeuldi an Neñv, Sina ; penniliz San Vitale, Bizantion ; moskeenn Badshahi, islamek ; iliz-veur Durham, romanek ; Sainte-Chapelle, gotek) ; Tempietto, Roma, Azginivelezh ; Château de Maisons-Laffitte, barok ; koatadur e Pariz, rokoko ; Petit Trianon, nevezklasel ; Grand Central Terminal, Manhattan, arzoù-kaer ; Castel Béranger, Pariz, Arz nevez ; Théâtre des Champs-Élysées, Arz-kinklañ ; labouradeg Fagus, Altfeld, arnevez ; Neue Staatsgalerie, Stuttgart, goudemodern

Ur savadur zo ur framm kloz ennañ un doenn, mogerioù, ha prenestroù alies, graet evit bezañ annezet gant tud a-hed an amzer pe a-vareadoù. Diflach peurliesañ e chom ar framm-se, savet dre genstrollañ start dafar liesseurt war un diazez kalet.
Meur a zoare savadurioù zo, hervez o stumm, o mentoù hag o c'hefridi : un ti, ur skraber-oabl, ul labouradeg, un iliz, hag all.

Azasaet eo bet savadurioù a-hed Istor mab-den hervez an dafar a c'helle an dud implijout, liv an amzer, priz an tachennoù, stad an tachennoù-se, kefridioù arbennik, lorc'h ar saverien, ha dezverkoù kenedus.

Kentañ kefridi ur savadur eo goudoriñ tud diouzh an amzer ha gouezoni an natur, degas surentez dezho hag ul lec'h da vevañ ennañ en o endon ; ur gefridi all eo sanaihañ traezoù, hag un trede eo labourat.

Kavet ez eus bet e Japan ur savadur a voe savet e-tro pemp kant mil a vloaziadoù zo[1] ; boas e veze mab-den da sevel tiez en Nevezoadvezh ar Maen[2].

A-fet dafar evit sevel savadurioù e c'heller implijout keuneud, delioù, douar, prenn, pri, brik, mein, beton, metal, gwer, hag all, ha meskañ an elfennoù-se a c'heller ivez.

Dre ma vez ur savadur ur framm padus a chom en ul lec'h resis ne c'heller ket ober "savadur" eus un tipi, ur yourt pe ur garavan.

Doareoù savadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un ti a reer eus ur savadur en e unan, ma vez un tiegezh hepken o chom. Lod savadurioù, a anver kendioù, zo meur a annez enno, da lavaret eo ranndioù. Ur gêriadenn eo un dachenn vras pe vrasoc'h ma'z eus meur a di strewet warni.

Meur a zoare tiez zo, eus ar foukennoù savet buan hag a c'haller diskar ker buan all betek ar c'henkizoù bras-spontus ha pompadus-meurbet. Kendioù zo a c'hall goudoriñ miliadoù a dud ; nepell an eil re diouzh ar re all e vezont alies, en abeg da briz uhel an tachennoù ha da ezhomm an dud da chom nepell diouzh o labour.

Un ti-kenwerzh zo ur savadur ma vez ur stal da nebeutañ, ma werzher marc'hadourezhioù met na dalvez ket da annez an dud a labour ennañ : un apotikerezh, ur varaerezh, ur preti, ul leti, ur gourmarc'had, hag all.

  • Lod savadurioù zo kendioù gant un ti-kenwerzh er rez-douar anezho.

En ur savadur greantel e farder traezoù a-yoc'h, ha pa vefent kirri pe dilhad.

Labour-douar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savadurioù eo al laboù hag ar c'harrdioù a vez en atantoù.

Azeuldioù bras pe vrasoc'h zo bet savet a-werso er bed a-bezh gant kloer meur a relijion, evel azeuldi Louksor en Henegipt pe holl ilizoù-meur ha moskeennoù ar bed. Seul vrasoc'h beli ar relijion, seul ziventoc'h ar savadurioù.

Lod bezioù n'int ket nemet un toull en douar, monumantoù int, a anver mozoleonoù peurliesañ : an Taj Mahal en India, mozoleon Vladimir Lenin da skouer.

Lod savadurioù n'o deus kefridi all nemet diskouez lorc'h un den pe renerien ur bobl : Ar Volz-Enor hag an Tour Eiffel e Pariz zo skouerioù hollvrudet.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Anthony Pace, Tarxien, e : Daniel Cilia, Malta before History, Miranda Publishers, 2004 (ISBN 978-99909-85-08-5).

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.