Glad bedel

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Glad bedel
heritage designation, conservation designation
Iskevrennad eusnatural heritage, glad sevenadurel Kemmañ
Stadtalvoud ebet Kemmañ
HashtagPatrimoineMondial Kemmañ
Trezalc'herUNESCO Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Wikipedia categories named after World Heritage Sites Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://whc.unesco.org/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.unesco.de/kultur-und-natur/welterbe/welterbe-weltweit/welterbeliste, http://whc.unesco.org/en/list/ Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of World Heritage Sites Kemmañ

E 1972 e tivizas Emvod meur ABU ma vije savet roll ar Glad bedel, ennañ lec'hiadoù ha gweledvaoù arouezel eus ar bed. Fiziet eo bet en Unesco klask anezho ha kempenn ar roll.

E Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ma'z eus 39 lec'hiad degemeret er Frañs, 3 en Iwerzhon, 5 e Bro-Skos, 3 e Kembre hag 1 e Kernev-Veur war roll glad ar bed n'eus hini ebet e Breizh. N'emañ na Karn Barnenez ha Steudadoù Karnag war al listenn. Ne gaver nemet Tour Kameled hag a zo lodek e Rouedad lec'hiennoù meur Vauban.

Taolenn dasparzh ar glad bedel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klaska ra izili UNESCO ober a seurt ma vefe kempouez an traoù etre kevandirioù evit a sell ouzh lec'hiañ ar glad bedel. Er penn-kentañ e veze lakaet Europa war-wel dreist-holl. Gwir eoc 'hoazh, nemet ez eo deuet kempouesoc'h an traoù bremañ ma tegemer lec'hiennoù naturel dreistordinal. Hiziv an deiz (2012) ez eus 961 lec'h war ar roll, dasparzhet int etre 157 Stad : 745 anezho a denn d'ar sevenadur, 187 anezho a denn d'an natur, ha 29 anezho a zo kemmesk (sevenadur ha natur). A-fet douaroniezh ez int dasparzhet e pemp tiriad : Afrika issahara, Stadoù arab (Norzhafrika ha Reter-Nesañ), Azia ha Habask (gant Aostralia hag Okeania), Europa ha Norzhamerika (Stadoù-Unanet ha Kanada), hag Amerika latin (gant Mec'hiko hag ar C'harib).

E tiriad Europa-Norzhamerika ez eo renket Kevredad Russia, Turkia, broioù ar C'haokaz hag Israel.

5 tiriad douaroniezh UNESCO : Afrika (gwer), Stadoù arab (melen), Azia ha Habask (orañjez), Europa ha Norzhamerika (glas), Amerika latin ha Karib (mouk)
Sevenadur Natur Kemmesk Hollad %
Afrika 45 33 4 82 8,8 %
Stadoù arab 64 4 2 70 7,5 %
Azia ha Habask 143 53 9 205[1] 21,9 %
Europa ha Norzhamerika 384 58 10 452[1] 48,3 %
Amerika latin ha Karib 89 35 3 127 13,6 %
Hollad 725[2] 183[2] 28[2] 936[2] 100%
% 77,5 % 19,6 % 3 % 100%

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Ul lec'h treuzrannvro eo Lenn Ubs Nuur (Mongolia, Kevredad Rusia), lec'hiet etre Europa hag Azia-Habask hervez renkadur Unesco. Amañ ez eo lakaet e tachenn Azia-Habask.
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (fr) Roll glad ar bed (Unesco.org)



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.