UNESCO

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Deiziad krouiñ | 16 Du 1945 ![]() |
---|---|
Anv er yezh a orin | United Nations Educational, Scientific and Cultural Organization ![]() |
Anv berr | UNESCO ![]() |
Lec'h labour | New York, Doha, Kaboul, Delft, Kaero ![]() |
Diellaouet gant | University of Maryland Libraries ![]() |
Office held by head of the organization | Director-General of UNESCO ![]() |
Prezidant | Audrey Azoulay ![]() |
Daveennoù douaroniel | 48°51′0″N 2°18′22″E ![]() |
Ezel eus | Global Citizen Science Partnership ![]() |
Aozadur mamm | Aozadur ar Broadoù Unanet ![]() |
Isaozadur | UNESCO Chair on Cyberspace and Culture, Scientific Committee on Problems of the Environment, UNESCO Institute for Statistics, Iranian National Commission for UNESCO, Hylean Amazon Institute ![]() |
Perc'henn war | The Symbolic Globe ![]() |
Business division | UNESCO office United States, UNESCO office Qatar, UNESCO office Netherlands, UNESCO office Egypt, UNESCO office Afghanistan ![]() |
Gant kevelerezh | United Cities and Local Governments, Wapikoni Mobile, International Civil Aviation Organization ![]() |
Sez sokial | Pariz ![]() |
Danvez pennañ | lifestance organisation ![]() |
Prizioù resevet | Peabody Awards ![]() |
Deskrivet en URL | https://www.odis.be/lnk/OR_13819 ![]() |
Terms of service URL | https://digital.archives.unesco.org/en ![]() |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum of World Cultures, Stedelijk Museum ![]() |
Official observer status in organisation | World Intellectual Property Organization, Global Partnership on Artificial Intelligence, International Organization for Migration ![]() |
Charter URL | https://unesdoc.unesco.org/ark:/48223/pf0000179478 ![]() |




Aozadur ar Broadoù unanet evit an Deskadurezh, ar Skiant hag ar sevenadur (UNESCO pe welloc'h Unesco, United Nations Educational, Scientific and Cultural Organization) a zo bet krouet d'an 16 a viz Kerzu 1945 ha diazezet e Pariz. Ur rann eus an ABU eo. Pal an aozadur a zo da virout ar peoc'h ha sikour ar surentez dre obererezhioù war tachennoù lies evel an deskadurezh, ar skiantoù, ha degas reizhadurioù e bed ar sevenadurezh evit reiñ harp d'an doujañs hollvedel d'ar justis, galloud ar Gwir, ha doujañs da Wirioù Mab-Den ha kement frankiz embannet dre Karta Aozadur ar Broadoù Unanet. An aozadur a zo kendalc'hadur hini Kevredigezh ar Broadoù Bodad etrebroadel ar c'hengred speredel.
Palioù an aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Termenet eo bet e balioù evel-mañ :
"[...] kemer perzh e mirout ar peoc'h er bed dre lakaat fetisoc'h kenlabour etre ar broadoù en ur blediñ gant an deskadurezh, ar skiant, ar sevenadur hag ar c'hemmenadur evit ma vo doujet evit pep hini hag e pep lec'h hep ma vo graet diforc'hioù e-keñver ar ouenn, ar rev, ar relijion d'ar justis, d'al lezenn, da wirioù an Den ha d'ar frankizoù-diazez a vez anavezet gant Karta ar Broadoù unanet evel perzhioù an holl bobloù".
Obererezh an UNESCO a vez meret o heuliañ 5 program bras : an deskadurezh, ar skiantoù rik ha naturel, ar skiantoù kevredigezhel, ar sevenadur hag an Ditour. Emañ sez an UNESCO e Pariz hag ez eus tremen 50 burev hag ensavadur ouzhpenn er bed a-bezh. 191 riez a zo bet degemeret evel izili (kontet e 2005).
Savet en deus an aozadur-mañ roll ar Glad bedel ennañ un niver bras a vonumantoù, kêrioù, savadurioù ha gweledvaoù renket e meur a rummad.
Krouet en deus e 1992 ar program Memor ar bed evit ma vo doujet d'ar glad teulel ha ma vo miret anezhañ evit mad ar remziadoù da zont ha ma vo lakaet aesoc'h da dizhout gant ar gwerin.

E 1998 en deus disklêriet an ABU e vo an dekved 2001-2010 lakaet evel "Dekved broudañ aergelc'h an difeulster hag ar peoc'h evit bugale ar bed". Fiziet eo bet an aozañ en UNESCO.