Deskadurezh

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An deskadurezh eo ar pezh a vez roet da c'houzout d'un den evit lakaat e skiant-spered da greskiñ ha bezañ gouest d'e implij evit e gondu er vuhez personel ha sokial.
Deskiñ zo tapout ha kompren mat ar pezh a vez kelennet gant tud zo, ar vistri-skol hag ar gelennerien en o zouez.
Dre vras e komzer eus an deskadurezh evit ar c'helenn roet d'ar yaouankiz etre 2 ha 30 vloaz.
An deskadurezh evel reizhiad kelenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur reizhiad evit treuzkas elfennoù ar ouiziegezh hervez ur steuñv evit pep oad eo an deskadurezh ivez. Kregiñ a ra ar reizhiadoù deskadurezh er skolioù-mamm eus trede bloaz ar bugel betek fin ar studioù uhelañ graet er skolioù-meur peurvuiañ. Reizhiadoù deskadurezh etre a zo eus ar c'hwec'hvet bloaz betek an oad a 15-18 vloaz.
Gwir[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar gwir da gaout deskadurezh zo anavezet gant mellad 26 Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den.