Kelennouriezh
Neuz
Kelennouriezh
Skiant ar c'helenn eo ar gelennouriezh. Ober a ra war-dro an doareoù hag ar binvioù liesseurt da gelenn an danvezioù-skol d'an dud, pe e vijent tud vras pe vugale.
Kelennouriezh ha pedagogiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelloc'h e kav lod ober gant ar ger "kelennouriezh" eget gant "pedagogiezh", a dalv kement ha "skiant ar sevel bugale", hervez e ster orin bepred, goude ma vez implijet a-wechoù evit kelenn ivez, hag alies diwar-benn tud ha n'int ket bugale.
- Ma reomp gant pedagogiezh evit bugale e rankomp ober gant "andragogiezh" evit tud vras; hogen berzh ebet ne ra ar ger-se e galleg-se (andragogie), ha diwar-se ne ya den d'e heul e brezhoneg ivez. Neuze, en e lec'h, e vez graet e galleg gant (formation continue, coaching) ha klasket e vez dreveziñ ar gerioù-se e brezhoneg, evel re alies pa zeu ur ger nevez diouzh ar c'hiz, ha pa vije diezhomm.
- Pedagogiezh a vez implijet, tre evel e galleg, da envel meur a dra disheñvel: 1 ar sevel bugale, 2 an deskiñ bugale, da lavarout eo ober skol dezho 3 ar c'helenn ha doareoù ha binvioù micher ar c'helenner. Mesket e vez ar gêr hag ar skol, ar skoliad hag ar c'helenner, a zo dezho ezhommoù disheñvel. Daou ober disheñvel eo deskiñ ha kelenn.