Mont d’an endalc’had

Gwirioù an Den

Eus Wikipedia
Eleanor Roosevelt o terc'hel skrid spagnolek Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den e 1948.
Ar Bill of Rights e Bro-Saoz e 1689, 100 vloaz a-raok ma voe skrivet Gwirioù Mab-Den gant ar C'hallaoued.

Gwirioù an Den (Gwirioù Bugel-den pe Gwirioù an Dud pe Gwirioù Mab-den) zo ur meizad hag a zo war un dro prederouriezhel, lezennel ha politikel. Embann a reer drezañ ez eus gwirioù diazez da bep hini, heñvel da gement den war an douar, hep derc'hel kont eus al lezennoù e talvoud pe faktoroù lec'hel all evel an orin kenelel, ar vroadelezh pe ar relijion.

E-touez ar gwirioù-se emañ ar gwirioù keodedel, politikel, ar gwir da gaout buhez ha frankiz, frankiz da gomz ha d'en em zisplegañ, ar c'hevatalded dirak al lezenn, gwirioù kevredigezhel, sevenadurel hag ekonomikel, ar gwir da gaout boued, ul labour, hag un deskadurezh.

Bez' ez eus neuze gant kement den — ne vern e statud sokial — gwirioù « enstag ouzh holl izili an denelezh hag o gwirioù par ha diwerzhus »[1], ha dre-se e c'hall bezañ enebet ouzh kement degouezh d'ar gevredigezh ha d'ar galloud. Gwirioù an den zo dre ret hollvedel ha kevatal, ne glotont ket gant reizhiadoù ha renadoù diazezet war ar mennozh e vefe ur ouenn, ur bobl, ur rummad, ur strollad pe un den dreist ar re all ; ne glotont ket kennebeut gant mennozh sevel ur gevredigezh a vefe gwelloc'h, o lazhañ pe o waskañ ar re a harzfe kement-mañ.

Terminologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg

« Gwirioù an Den » a gaver menneg anezhañ dija e fin an XVIIIvet kantved pa voe lakaet da werzennoù « Declarasion Guiriou an Den »[2]. Kavout a reer ivez an droienn-se e « Disklêriadur hollvezel Gwirioù an Den » e 1995 [3].

Kavout a reer menneg eus « Gwirioù Mab-den », pa oa bet troet « Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den » e 1998[4].

Implij « an Den » e-skoaz « Mab-den » a zo eeunoc'h, p'emañ mab-den tostoc'h ouzh ar relijion gatolik. Menneg a gaver eus « bugel-den » ivez, hag implij a zo anezhañ muioc'h-mui er mediaoù brezhonek, met ken eeun all eo ober gant « an Den ».

Er yezhoù all

E yezhoù all evel e galleg ez eus tabut war beseurt ger implijout (homme pe humain) daoust ma voe aliet ober gant humain. An tabut-se zo abalamour d'ar gêr Homme (Mab-den) ha lakaat a ra a-gostez ar merc'hed dreist-holl, pa sell ouzh an holl ar gêr humain.[5]

N'ez eus diviz ebet diwar-benn se e bed ar saozneg pe ar spagnoleg da skouer, peogwir e vez implijet « Human Rights » ha « Derechos Humanos ».

Ruilhenn Kuresh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ruilhenn Kuresh, miret er British Museum.

« Diaes eo lavaret da beseurt mare resis e voe krog meizad gwirioù an den. Un doare treuzkompren hon devez war an istor : "gwelet" a reer hiziv an deiz roudoù eus ar meizad-se en testennoù kozh »[6]. Ruilhenn Kuresh a vez lakaet da « gentañ karta evit gwirioù an Den » alies neuze, daoust m'eo kamm a-fet istor.

Engravet e oa bet er pri diwar c'houlenn Kuresh ar Meur goude ma voe trec'h war Babilon e -539. Dizoloet e voe en-dro e 1879 ha troet e 1971 gant Aozadur ar Broadoù Unanet en holl yezhoù ofisiel.

War ar ruilhenn e lenner temoù kustum ar ren e Persia : ober gant relijionoù a bep seurt, diskar ar sklaverezh, frankiz da zibab e vicher hag asten an impalaeriezh. En hengoun mezopotamian emañ afer bezañ ur roue reizh (ar skouer kentañ a anavezer eo hini ar roue Urukagina eus Lagash, a rene er XXIVvet kantved kJK). Anavezout a reer ivez Hammurabi e Babilon, gant e god eus an XVIIIvet kantved kJK.

Perzhioù nevez a zo e enskrivadur Kuresh avat, dreist-holl evit a sell ouzh an divizoù diwar-benn ar relijion.

An diell-mañ a ra anv eus an darvoudoù a-raok aloubadeg Babilon, ha goude-se e vez displeget an divizoù tapet gant Kuresh evit Babiloniz : ren e peoc'h, dieubiñ tud zo diouzh al labourioù a veze sellet oute evel direizh, reiñ d'an divroidi ar gwir da zistreiñ d'o bro orin ha lezel delwennoù an doueed bet kaset da Vabilon da zistreiñ d'o santualoù orin. Embann a ra eo distag penn-da-benn e impalaeriezh diouzh ur relijion resis.

Daveoù all en Henamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwirioù naturel pe a denn d'an den a vez meneget splann dija :

  • en Ethika Nikomacheia gant Aristoteles ez eus kaoz eus pennaenn an dellezegezh hag an doujañs a rank kement den kaout da-geñver egile [7] ;
  • e Pensées gant Marcus Aurelius ha Tusculanes gant Cicero (war mennozh ar jus hominum, « gwirioù an Den »), diwar Platon [8] ;
  • en testennoù relijiel (evel an Dek Gourc'hemenn, a c'hourc'hemenn gwir d'ar vuhez, d'an enor, h.a.) [9] , [10] ;
  • gant sant Paol, el lizher kentañ d'ar Gorintiz, a gomz eus an den diabarzh (« an hini a chom start en e galon, an hini n’eo ket rediet met a zo er c’hontrol mestr eus e volontez »), o lavaret ez eus gwir gantañ dibab evitañ e unan, hervez e volontez dezhañ e-unan[11]  ;
  • e testennoù lennegel, evel ar pezh-c'hoari Antigone gant Sofokles [N 1] pe prederouriezhel hepken, evel e testennoù luskad ar stoiked .

Hervez an Eskob Mamberti e voe tennet gwirioù an Den, ar re a zo anezhe e istor Europa hag ar re a voe implijet er bed a-bezh gant an aozadurioù etrebroadel, diwar Edit Milano [12]. Embannet e voe an edit a zoujañs-se e 313 gant an impalaer Kustentin I evit aotreañ ar gristenien da vezañ frank diouzh ur redi relijiel. Frankiz ar relijion hag an emskiant a zo gwirioù kentañ an Den eta.

Daveennoù all en Afrika

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kavout a reer en Afrika, en XIIIvet kantved an destenn-douiñ karta Manden (a voe lakaet da c'hlad sevenadurel dizanvezel gant an UNESCO). Menegoù modern-tre a gaver enni eus mennozhioù ar gevatalded dirak al lezenn hag an drouziforc'h.
  • Gant gwiraourien veur islamek eus impalaeriezh ar Mali er XVvet ha XVIvet kantved e voe lakaet e pleustr pennaennoù heñvel-tre ouzh ar re a voe skrivet e disklêriadurioù « modern » gwirioù an Den (dornskridoù Tombouktou dreist-holl).

Oadvezh modern

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Disklêriadur Gwirioù Mab-Den ha Keodedour, degemeret gant Bodadeg Vroadel Bro-C'hall d' 26 a viz Eost 1789, gant Jean-Jacques Le Barbier .

Ar mennozh ez eus gwirioù kentañ pe « gwirioù naturel » d'an den abalamour m'eo den zo a-gozh ha hollvedel.

Ar pezh a dermen meizad gwirioù an Den eo ar c'hoant da lakaat anezho splann el lezenn (dre gomz pe dre skrid), da anzav o implij hollvedel ha reiñ un dalvoudegezh lezennel kreñvoc'h eget forzh petore reolad all. Ober a reer gant un doare embannadenn, kentoc'h eget gant ar reolennoù ordinal a vez evit lakaat e pleustr ar reoladoù lezennel ; ar gerioù implijet a zo re an testenioù zo anezho dija, sklaer d'an holl hag a anzaver, kentoc'h eget ur c'henemglev boutin a c'haller tabutal warnañ. Harpet e vez ar gwirioù-se da vezañ reizh abalamour ma vezont anzavet a-unvouezh. Menegoù a gaver eus Doue pe ar relijion enne met dister eo. Lakaat ar gwirioù-se e pleustr zo distag diouzh ar relijion, forzh pehini a vefe. An dizalc'hiezh-se a ya d'ober an diforc'h pennañ etre diazezoù prederouriezhel gwirioù an Den ha re ar gwirioù doueel (o c'houzout eo boutin d'an daou rummad gwirioù-se ar mennozh ez eus reolennoù hollvedel ha padus). N'ez eus meneg ebet eus relijion ebet e gwirioù an Den, estreget gant an termen « Spered dreist » en disklêriadur gall e 1789, rak sañset e vez lakaet gwirioù an Den da dalvezout en un doare dizalc'h ha distag diouzh ar soñjoù ha mennozhioù relijiel.

Testennoù meur (XIIIvet - XIIIvet kantved )

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gallout a reer kavout mennozh gwirioù an Den er Grennamzer. Lavaret e vez int gwirioù an Den eus ar rummad kentañ [13] :

  • ar Magna Carta (1215). Pouezus eo an destenn-mañ met ne voe implijet e gwirionez nemet adalek ar XVIIvet kantved evel ur benveg da stourm a-enep diharzveliezh ar Stuarted ;
  • an Daouzek Pennad e 1525 ;
  • ar Goulennadeg evit ar Gwirioù e 1628 ;
  • Lezenn an Habeas Corpus, 1679 (diazez ar gwir kastizel) ;
  • ar Bill of Rights e 1689. Sellet e vez outañ er bed angl-ha-saoz evel diazez ar mennozhioù a-vremañ diwar-benn gwirioù an Den.

An darempredoù etre Europiz hag an henvroidi e Amerika diouzh un tu hag an deportadegoù kentañ eus an dud e Afrika a veze kaset d'ar « Bed Nevez » er XVIvet kantved diouzh an tu all a voe deroù ar stourm evit gwirioù an Den, gant Bartolomé de las Casas ha pab an Iliz katolik da skouer, gant aktaoù ar Veritas ipsa hag ar Sublimis Deus.

Bez' e voe ur stumm da wirioù an den hag ar c'heodedour, hag a oa diazezet war ar patrom kozh, a voe skrivet e 1755 gant Bonreizh ar Jeneralad Pascal de Paoli e Korsika (stad demokratel kentañ Kantved ar Sklêrijenned hervez Voltaire ha Rousseau). Tapet e voe skouer warnañ gant Lafayette ha Thomas Jefferson da c'houde evit Bonreizh ar Stadoù-Unanet. E bonreizh Korsika e kaver deroù gwirioù an Den en un demokratelezh (evel disparti ar galloudoù hag ar mouezhiañ hollek).

Kentañ disklêriadur gwirioù an den (1776)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disklêriadur Gwirioù an Den kentañ a voe hini Stad Virginia (er Stadoù-Unanet ). Skrivet e voe gant George Mason ha degemeret gant Kenemglev Virginia d'an 12 a viz Mezheven 1776 (anvet e saozneg The American Bill of Rights).

Adkemeret e voe al lodenn vrasañ gant Thomas Jefferson evit skrivañ disklêriadur gwirioù an Den a oa e-barzh Disklêriadur Dizalc'hiezh ar Stadoù-Unanet d'ar 4 a viz Gouere 1776. Tapet e voe harp warnañ ivez gant an trevadennoù all evit skrivañ o disklêriadur, ha gant ar Vodadenn c'hall evit Disklêriadur gall Gwirioù an Den hag ar C'heodedour. Awenet e voe Disklêriadur Hollvedel Gwirioù an Den gantañ ivez (votet e voe gant an ABU e 1948).

Disklêriadur gwirioù an den hag ar c'heodedour (1789)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Vodadenn Vroadel e Bro-C'hall a zivizas kerkent hag ofisiel sevel Disklêriadur Gwirioù an Den hag ar C'heodedour a voe degemeret d'ar 26 a viz Eost 1789 ha kadarnaet gant Loeiz XVI e miz Here. Lakaet e voe an disklêriadur-se da rakskrid e Bonreizh 1791. Divizoù ha tabutoù a voe adalek 1790 (burutellet e voe gant Edmund Burke, James Mackintosh diwezhatoc'h, Jeremy Bentham, ha difennet gant Thomas Paine). Ne voe ket anzavet gant ar pab Pi VI rak soñjal a rae ne c'halle ket klotaat gant al lezenn naturel na gant hini an Iliz. Ne oa ket kaoz eus ar merc'hed e Disklêriadur 1789. Ouzhpennet e voe e 1948 e Disklêriadur Hollvedel Gwirioù an Den (ABU) gant sikour Eleanor Roosevelt meizad ar gevatalded etre ar reizhoù. Ouzhpennet e voe ar gwirioù an « eil rummad » (gwirioù sokial) ivez ennañ.

Pouezus bras eo plas aozadur ar Broadoù Unanet evit a sell ouzh ofisielaat ha brudañ gwirioù an Den. Ar ger hollvedel a voe skrivet en titl Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-Den e 1948 en ABU diwar mennozh René Cassin. N'eus redi ebet gant an Disklêriadur-mañ, e-skoaz ar C'henemglevioù etrebroadel pa vezont sinet ha peurwiriekaet gant ar broioù a denn dezhe.

Ur meizad war astenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenderc'hel a ra prederouriezh gwirioù an Den da vont war-raok evit sklaeraat o implij, o anien hag o abeg da vezañ :

  • gwirioù an Den zo gwirioù a zo gant an dud pe ar strolladoù. Ret eo d'ar Stad ha d'an ensavadurioù doujañ outo ha gwiriañ e vezont doujet ;
  • dilammadus int (ne c'hallont ket bezañ lamet, evit ur prantad pe da viken, dre gaer pe dre heg) ;
  • hollvedel int peogwir int diazezet war ar poell ha n'eo ket war perzhioù sevenadurel.

Hervez stourmerien gwirioù an Den hiziv an deiz e ranker sevel ha skoazellañ reolennoù etrebroadel, a vo talvoudus evit an holl vroioù hag evit an holl bobloù, gant ar gwir da emellout diouzh an dro. Diaes eo lakaat anezhe da hollvedel [14] abalamour ma sav diaesterioù rak techet eo ar bed gant ar geñverelouriezh (ar mennozh e c'hallfer lakaat pep tra keñver-ha-keñver, ha n'eus ket a wirionez rak disheñvel eo savboent pep hini). Ur preder pouezus-kenañ eo evit ar brederouriezh bolitikel a-vremañ.

War astenn ez a meizad gwirioù an Den ha dre-se e weler meur a « rummad » Gwirioù.

Kentañ rummad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er rummad kentañ emañ gwirioù an Den evit a sell o gwirioù « keodedel ha politikel » (gwirioù frankizour kentoc'h). Ar pal e oa difenn an den diouzh ur Stad hag a voustre ar geodedourien alies-mat.

Ober a reer alies an diforc'h etre :

  • Ar Frankizoù hiniennel : gallout a ra kement hini « bezañ gouest da ober kement tra na ra ket drouk d'ar re all ». Setu lod anezhe :
    • frankiz ar c'horf, ha da gentañ ar gwir da vevañ, difenn d'ar sklaverezh ivez, difenn d'ar jahinerezh hag ar c'hastizoù spontus pe disprizus, ha difenn da vac'hañ diouzh ar c'hoant (Habeas corpus). ;
    • frankiz ar familh (frankiz da zimeziñ, ar maberezh, hag ar vuhez prevez hiziv an deiz) ;
    • perc'henniezh prevez (ouzhpennet e Disklêriadur 1789 evel gwir naturel ha dilamus, melladoù 2 ha 17) ;
    • frankiz ar c'hevratoù (mellad 1134 Kod Keodedel Bro-C'hall ).
  • Ar Frankizioù politikel, da lavaret eo :
    • ar gwir da votiñ ;
    • ar gwir da stourm ouzh ar gwask | ;
    • ar gwir d'en em vodañ e peoc'h

Tennañ a reont, e-touez lod all, da frankiz ar relijion, an emskiant, arc'helenn, ar c'hehentiñ, ar gevredigezh, h.a.

En eil rummad e kaver ar gwirioù « ekonomikel ha sokial ». Kaoz zo aze da gaout gwirioù briegezh ha bevañ mat (deskadurezh, yec'hed, h.a.). Levezonet e voent gant ar sokialouriezh dre vras.


Sed un nebeud skouerioù :

  • gwir da labourat ;
  • gwir da gaout ur surentez sokial ;
  • gwir d'an deskadurezh ;
  • gwir d'ober harz-labour (1864) ;
  • frankiz ar sindikadoù (lezenn Waldeck-Rousseau d'an 21 a viz Meurzh 1884).

Rummadoù all ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trede rummad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En trede rummad a wirioù n'eo ket bet termenet mat gwirioù zo ha n'int ket anzavet mat bepred. Burutelladennoù a voe graet d'ar rummad kentañ a wirioù ha dre-se e voe gwirioù all en XIXvet kantved kantved evel gwirioù ar merc'hed da skouer, hag en XXvet kantved evit gwirioù an eil rummad : betek ar bloavezhioù 1970 ha 1980 e kendalc'has an enebiezhioù c'hoazh.

Setu ar gwirioù a zo anezhe :

Pevare rummad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket sklaer danvez ar rummad-se ha n'eo ket bet savet diwarne un destenn veur evel ma vez evit gwirioù an div rummad kentañ. Tennañ a rafent da wirioù an dud munud (bugale, tud kozh pe tud nammet).

An diforc'h gant ar rummadoù kent a vefe ez int stag d'an Den a vev en ur gevredigezh (hag e c'hall ar frankiz mont war hent ar gevatalded a-fet traoù/danvez). Kaoz zo er 4re rummad gwirioù da gaout gwirioù evit an den evel spesad[15]. Ar gwirioù nevez-se a denn dreist-holl da wirioù an dud a reer ivez gwirioù subjektivel anezhe (e-keñver ar gwirioù liammet ouzh ezhommoù ar vuhez a-stroll anvet gwirioù objektivel).

Doujañ da wirioù an Den er bed hiziv an deiz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed ur roll degouezhioù ma ne vez ket doujet da wirioù diazez an Den, hervez Disklêriadur hollek gwirioù an Den :

  • nac'hañ lakaat da « Den » tud ur strollad, ur ouenn pe ur relijion (melladoù 2 ha 6) ;
  • ober gant ar baotred hag ar merc'hed evel pa ne vefent ket keit (mellad 2) ;
  • ober gant strolladoù disheñvel, a ouenn pe relijiel evel pa ne vefent ket keit (mellad 2) ;
  • lakaat en arvar buhez, frankiz ha surentez an dud (mellad 3) ;
  • gwerzhañ pe implijout un den evel sklav (mellad 4) ;
  • ober gant kastizoù kriz, spontus pe dismegañsus war un den, evel ar jahinerezh (mellad 5) ;
  • ne vez ket gwarezet an dud a-enep an droukziforc'h en un doare keit (mellad 7) ;
  • nac'hañ un difenn lezennel efedus d'an dud a zo bet gwallgaset (mellad 8) ;
  • kastizañ diouzh ar c'hoant pe dre zibab untuek, hep gwir da gaout ur prosez reizh (mellad11) ;
  • gwazourien ar Stad oc'h emellañ diouzh ar c'hoant e buhez personel pe prevez an dud (mellad 12) ;
  • difenn d'ar geodedourien kuitaat pe distreiñ d'o bro (mellad 13) ;
  • nac'hañ ar frankiz da ezteurel pe frankiz ar relijion (melladoù 18 ha 19) ;
  • nac'hañ ar gwir da emellañ d'ur sindikad (mellad 23) ;
  • nac'hañ ar gwir da gaout un deskadurezh (mellad 26).

War evezh emañ aozadurioù e-maez-gouarnamant ma vo doujet gwirioù an Den evel Amnesty International, Kevredad Etrebroadel evit Gwirioù an Den, Human Rights Watch, Aozadur Bedel a-enep ar Jahinerezh, Freedom House, International Freedom of Expression Exchange hag Anti-Slavery International. N'eus ket kalz borioù a zouj gwirioù an Den penn-da-benn, hervez Amnesty International. En o danevell diwar-benn gwirioù an Den a oa bet embannet e 2004 (a denn d'ar bloavezh 2003) e oa an Izelvroioù, Norvegia, Danmark, Island ha Costa Rica ar broioù nemete o doa doujet gwirioù an Den ar muiañ [16] .

N'emañ ket gwirioù an Den e talvoud hag anzavet evel gwirioù a c'haller goulenn groñs ouzh ar Stad doujañ oute en holl vroioù lec'h ma'z int bet embannet, da lavaret eo n'eus ket hentoù proseziñ a-benn lakaat anezhe da dalvezout bepred. Lezioù-barn rannvroel zo koulskoude, evit gwareziñ gwirioù an Den, evel Lez-varn Europa Gwirioù Mab-Den pe Lez-varn etreamerikan gwirioù an Den. Strollegezhioù evezhiañ etrebroadel a zo ivez, evel Poellgor gwirioù an Den er Broadoù Unanet da skouer.

  1. Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den 1948, Rakger - Tired 1 https://br.wikisource.org/wiki/Diskl%C3%AAriadur_hollvedel_gwirio%C3%B9_mab-den
  2. Declarasion Guiriou an Den - Tezenn H. Peaudecerf, 2002 : https://tob.kan.bzh/docs/Malrieu-Catalogue/Malrieu-02501-02600/Malrieu-02565/M-02565+I-13327.pdf
  3. Kelaouenn « Kentañ gweladenn ar pab e Breizh » - 1995 - p.12
  4. Lec'hienn Office of the High Commissioner of Human Rights - Broadoù Unanet (United Nations) : https://www.ohchr.org/en/human-rights/universal-declaration/translations/breton
  5. Kuzul Uhel evit ar Gevatalded (Haut Conseil à l’Égalité) : https://haut-conseil-egalite.gouv.fr/parite/actualites/article/droits-humains-une-expression-qu-il-est-temps-de-generaliser
  6. Catherine Gauthier (2016). Droit européen des droits de l'homme, Sirey. 11 p. .
  7. Guy Palayret (1998). La société, le droit et l'État moderne, Ellipses Marketing. 83 p. .
  8. Jean Carpentier (2001). L'émergence des droits de l'homme en Europe, éditions du Conseil de l'Europe. 253 p. .
  9. Louis Segond. Livre de l'exode
    (fr)
    . Kavet : 18 janvier 2021.
  10. Jean-Nazaire Tama (2012). Droit international et africain des droits de l'homme, L'Harmattan (in français). 420 p. ISBN 978-2-296-96329-0. 
  11. Lizher kentañ Paol d'ar Gorintiz, pennad 7-37 ha 7-38
  12. [1]Patrom:Mgr Mamberti : le concept de droits de l'homme est né dans un contexte chrétien, 14 décembre 2013.
  13. Muriel Fabre-Magnan (2018). Introduction au droit, Presses universitaires de France. 47 p. .
  14. Que signifie « universalité des droits humains » ? - Humanrights.ch.
  15. Convention d'Oviedo et ses Protocoles
    (fr)
    . Kavet : 2021-01-18..
  16. (2004) Amnesty International Report 2004, Patrom:Langue (in en). ISBN 978-0-86210-354-5. OCLC 439485689. .


Fazi arroud : <code><ref></code> balizennoù zo evit ur strollad anvet "N", met n'eus bet kavet balizenn <code><references group="N"/></code> ebet a glotfe