Pasquale Paoli

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Poltred Pasquale Paoli, gant William Beechey.
Delwenn Pasquale Paoli war blasenn greiz L'Isula Rossa

Pasquale Paoli (Pascal Paoli e galleg) (6 a viz Ebrel 1725 - 5 a viz C'hwevrer 1807) a oa ur brogarour hag un dispac’her eus Korsika.

Paoli a oa bet ganet e La Stretta, e parrez Morosaglia. Mab e oa da Giacinto Paoli, a oa bet ministr gant ar roue Theodor Iañ a Gorsika, hag a oa bet o’n em gannañ a-enep yev Genova war an enez. Pa voe trec’h armeoù Genova e rankas Giacinto Paoli mont d’an harlu. E 1739 ez eas da Naplez, en Italia, gant e vab. Pasquale a reas e studioù eno. Goude-se e voe ofiser en arme roue Naplez betek 1755. Da neuze e tistroas da Gorsika, d’an 29 a viz Ebrel, da reiñ harp d’an emsavadeg nevez a-enep galloud Genova. D’an 13 a viz Gouere e voe dilennet Capu Generale (pennrener) an emsavadeg a-enep Genova, e kouent Sant Antone de la Casabianca. Diwezhatoc’h er bloavezh-se, e miz Du, e voe embannet dizalc’hiezh Korsika.

Evit bezañ degemeret gant an holl, ha pa n’o dije ket votet evitañ, ha peogwir e kare e vro, e klaskas Paoli kas da benn unaniezh ar vroad war an dachenn bolitikel. Ur wech trec’het war e enebourien (an dud o doa votet evit lakaat tud all e penn an emsavadeg pe ar re a-du gant Genova), e voe, da vat, rener ar vro. Ur Vonreizh a voe embannet e 1755 ha roet e voe ar gwir da votiñ d’an holl. Bonreizh Korsika a voe skrivet gant tud a lezenn eus an enezenn, bodet gant Paoli. Gant ar Vonreizh-se e voe awenet hini ar Stadoù-Unanet. Dont a rae Korsika da vezañ ar stad demokratel gentañ en Europa. Trec’h e voe ar Gorsiz war armeoù Genova a voe kaset er-maez eus an enezenn, war-bouez un nebeud kêrioù war an aod. Neuze e stagas Paoli da sevel da vat ur gwir stad, ma veze rannet ar galloudoù, ha gant ur velestradurezh efedus. Krouet e voe ur skol-veur e Corti. E Corti ivez edo sez ar gouarnamant.

War dachenn an armerzh e voe klasket reiñ harp d’al labour-douar, dizourañ ar geunioù hag al lec’hioù mouest, broudañ ar c’henwerzh. Krouet e voe ur gêr nevez, L'Isula Rossa, e 1758, evit kempouezañ ar galloud armerzhel a oa c’hoazh gant kêrioù chomet etre daouarn Genova evel Calvi. Kroget e voe da skeiñ moneiz e Muratu (1762). Savet e voe un ti-moullañ broadel evit embann Ragguagli dell’Isola di Corsica, un doare kazetenn ofisiel evit ar vro. Ur morlu a voe savet ivez.

E 1767 e voe aloubet gant Korsikiz enezenn Capraia, un enezenn en hanternoz da enez Elba, war aod Toskana, a oa betek neuze e dalc’h Genova. Ar re-se, o welet n’o doa spi ebet da drec’hiñ war Korsika, a zivizas gwerzhañ an enezenn da roue Bro-C'hall, dre Emglev Versailhez, sinet d’ar 15 a viz Mae 1768. Korsikiz ne asantjont ket d’an dra-se ha votiñ a rejont stourm gant armoù a-ene o mistri nevez. E-pad bloaz e stourmas armeoù Paoli a-enep soudarded Loeiz XV a oa dilestret war an enezenn. En emgann Ponte Nuovu, d’an 8 a viz Mae 1769, e vo pilet arme Paoli gant ar C’hallaoued a oa kalz niverusoc’h. Rankout a reas Pasquale Paoli tec’hout kuit ha kavout a reas repu e Bro-Saoz, goude tremen e meur a vro, Italia, Aostria, an Izelvroioù. E pep lec’h e kave tud oc’h estlammiñ ouzh e stourm, brudet dre skridoù tud evel ar Saoz James Boswell ("Account of Corsica") pe ar C’hallaoued Rousseau ha Voltaire. Pedet e oa bet gant roue Bro-Saoz ha degemeret e voe gant ar Saozon war an ton a zere ouzh pennoù stadoù.

Da vare an Dispac'h gall, 21 bloaz goude bezañ kuitaet e enezenn, e voe aotreet gant galloud nevez Frañs da zistreiñ da Gorsika, rak un distaoliadeg a oa bet kinniget gant Mirabeau d’an holl Gorsikiz divroet. Goude bezañ tremenet dre Bariz ma voe degemeret gant dispac’hourien evel Mirabeau pe Robespierre, ez erruas e Korsika d’ar 14 a viz Gouere 1790. Dilestrañ a reas e Macinaggio hag un degemer eus ar c’hentañ a voe graet dezhañ gant tud ar vro. Dilennet e voe da brezidant Kuzul-ren an departamant nevez ha pennrener ar Warded Vroadel war an enezenn. Buan avat ez eas faezh Paoli gant dirollerezh an Dispac’h, war an dachenn relijiel da skouer. Tamallet e voe gant ar Guzuliadeg (war-lerc'h bezañ bet diskuliet dezhi gant Luciano Buonaparte) a lavare e oa un treitour ha torret e voe diouzh e gargoù. Galvet e voe Korsikiz d’en em vodañ en ur c’h-Consulta (bodadeg) e Corti e 1793.

Ur wech adarre en em gave Paoli e penn an emsavadeg. Kavout a rae dezhañ e oa gwelloc’h da Gorsika bezañ dispartiet diouzh Frañs ha goulenn a reas skoazell Breizh-Veur. Dont a reas ar morlu saoz da reiñ dorn da armeoù Paoli en em ganne ouzh ar Republik. Buan en em gavas an darn vrasañ eus an enezenn etre daouarn emsaverien Korsika. Goulenn a reas Paoli gwarez Breizh-Veur evit ar stadig nevez. Ur rouantelezh saoz ha korsikat a voe savet hag ur besroue a voe anvet en he fenn gant Breizh-Veur. Met kouezhañ a reas e veud en e zorn da Baoli : ur Saoz, Gilbert Elliot, eo a voe anvet da vesroue. Ne badas ar rouantelezh saoz ha korsikat nemet daou vloaz. Buan a-walc’h e savas freuz en enezenn. E miz Here 1795, war c’houlenn Elliot, e voe galvet Paoli da vont da Londrez. Er bloavezh war-lerc’h e voe adaloubet Korsika gant ar C'hallaoued, hep nemeur a emgannoù. Tremen a reas Paoli ar peurrest eus e vuhez en harlu e Londrez, diwar ul leve paeet dezhañ gant roue Breizh-Veur. Mervel a reas eno d’ar 5 a viz C'hwevrer 1807. Abaoe 1889 emañ e relegoù e Korsika en-dro, e bered kêriadenn Morosaglia.

Goude m’en doa tremenet 47 vloaz eus e vuhez en harlu, e vez sellet ouzh Pasquale Paoli evel un haroz e Korsika, betek hiziv. Ober a reer anezhañ e korseg "U Babbu di a Patria" (e brezhoneg : " Tad ar Vro"). E anv zo bet roet da skol-veur Corti, zo bet addigoret e 1981.

Meur a gêr er Stadoù Unanet a zoug an anv Paoli pe Paoli City, en enor dezhañ.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • James Boswell, Account of Corsica and Memoirs of P. Paoli (1768)
  • Michel Vergé-Franceschi, Pasquale Paoli : un Corse des Lumières (2005)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]