Mont d’an endalc’had

Morlu

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
An nerzh kenstrollet etrebroadel Unan Pemp Mann (CTF-150)
Ar flodad bras breizhveuriek, an nerzh milourel war vor pennañ da vare ar Brezel-bed kentañ
An emgav eus ar rouesañ etre floadadoù 5 riez e-korf Oberatadenn Enduring Freedom e kreiz Mor Oman. ITS Maestrale (F 570), De Grasse (D 612); USS John C. Stennis (CVN 74), Charles De Gaulle (R 91), Surcouf (F 711); USS Port Royal (CG-73), HMS Ocean (L 12), USS John F. Kennedy (CV 67), HNLMS Van Amstel (F 831) ha ITS Luigi Durand de la Penne (D 560).

Ur morlu (pe arme-vor) eo lodenn nerzhioù milourel ur riez lakaet prest da gas en-dro emgannoù diwar listri brezel pe kirri dour ha douar war lennoù bras, morioù ha meurvorioù. War listri-spluj ha nijerezioù lestret e c'hell bezañ graet an oberatadennoù brezel ma 'z eus ezhomm.
Goude m'en deus bet ar morluioù harpet gant diorren ar c'hehenterezhioù hag hini ar c'hanolioù hag ar misiloù ez a o roll troetoc'h ouzh ar mont pell e berr amzer eget rolloù an difenn hag an alouberezh a zo bet o lod kantvedoù-pad. D'ar morluioù eo gwareziñ an hentoù-mor ha bezañ gouest da dagañ porzhioù ha savadurioù war an aod hiziv. Troet eo roll ar morluioù herzel ar morluioù enebour ouzh kas o nerzhioù da bell. Cheñchet eo bet roll morluioù ar 5 riez nukleel pennañ p'o deus gallet sevel un nerzh dibennadiñ e-keñver ar riezoù bihanoc'h o nerzhioù milourel.

HMS Victory, al lestr brezel war implij koshañ er bed.

Goude m'eo bet ijinet implij ar bagoù evit ober brezel e oe klasket kreskiñ tizh ha barregezh al listri brezel gant nerzh ar roeñvoù, ar re-se embreget gant roeñverien azezet war dostoù anvet ar galeoù. E Henc'hres e veze listri divroeñvegek ha lestr teirroeñvegek a c'helle lestrañ milourien war droad prest da dagañ al listri enebour goude ma oa bet toullet o c'houc'h gant beg ar staoñ. Fardet o deus ar Romaned galeoù brasoc'h gant tostoù war beder ha war bemp rez ivez, ar galeoù pederroeñvegek ha pemproeñvegek. Ar galeoù hag a veze kaset dre nerzh an avel ivez evit diskuizhañ ar roeñverien a zo bet implijet evit ar brezel betek divezh ar Grennamzer hag un tammig pelloc'h war ar Mor Kreizdouarel. Pa oe posupl lestrañ meur a ganol aes da leuniañ buan e tiorroas ar morluioù milourel dre lien hag ez eas da get ar galeoù milourel. Listri fresk e oa ar galeoù ken ne c'hellent ket merdeiñ war ar meurvorioù nag e-pad ar goañv kennebeut.

Morluioù ar bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]