Brezel

Eus Wikipedia
Puzzle stub cropped.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ar Stadoù-Unanet o deus lakaet da darzhañ ur vombezenn atomek e neñv Nagasaki e 9 a viz Eost, 1945. Ar bombezadegoù atomek war Hiroshima ha Nagasaki o deus lakaet da vervel raktal etre 100 000 ha 200 000 nannsoudard, ar gwechoù nemeto m'eo bet implijet seurt armoù evit brezeliñ.

Ar brezel a zo ur bec'h etre riezoù pe strolladoù bras a-walc'h o vent a ya da lakaat anezho da implij armoù ha an nerzh fizikel hag dispaket int dre sevel luioù soudarded kaset e tu all an harzoù a oa etre an div gostezenn a-raok. Pal ar vrezelerien a zo tapout pe virout tiriadoù'zo hag e c'hoarvez ma vez kollet hag adtapet an tiriadoù en-dro gant pep a du. Un aozadur hag ur raktres milourel a vez savet gant an emgannerien. Bez e c'hell ar brezel bezañ berr (dindan ur bloaz pe ur miz) pe badout meur a vloavezh gant meur a gampagn, da lavaret eo prantadoù tagadennoù e-kreiz ehannoù.

Meur a abeg a vez da vrezeliñ : gounid pe adc'hounid ar riegezh, un tiriad, pinvidigezhioù naturel, ledanaat levezon ur relijion pe un ideologiezh. Pa vez adtapet un tiriad a oa bet skrapet hag ac'hubet e vez kaoz eus ur brezel dieubiñ. Pa vez brezel etre kostezennoù e diabarzh ur riez e vez kaoz eus ur brezel diabarzh. Betek diwezh an Eil brezel bed e vezed kustum da embann un diskleriadur ar brezel ofisiel, spis e stumm.

Gant ar brezel e vez kaset tud d'ar marv ha n'int holl dibellaus, dreist-holl pa vez lazhet nannsoudarded e-leizh evel e-korf brezelioù an XXvet kantved ha re an XXIvet kantved ivez. E-pad an XXvet kantved eo bet jedet e c'hellfe bezañ bet lazhet etre 130 000 ha 142 milion a dud, nannsoudarded an darnvuiañ anezho. Hag e-touez ar buhezioù kollet-se, 51 milion a dud a zo marvet e diwezh an Eil brezel bed.

Istor ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwelet Istor ar Brezel

Emglev ebet ez eus diwar-benn orin ar brezel. Hervez reoù'zo e oa bet atav brezelioù etre ar strolladoù denel tra ma pouez ar re arall war ar fed n'eus ket sin ebet a vrezel e-pad ar ragistor. Da gentañ e oa ar brezel un heuliad ag argadegoù bihen n'eo nemet gant ganedigezhioù ar riezoù kentañ, 5000 bloavezh 'zo e c'heller gwelout kampagnoù milourel bras.

Sell ivez ouzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

(en)Saoznek eo an holl liammoù all.