Mont d’an endalc’had

Tiriad

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un tolead pe ur bastell-vro a zo e dalc'h ur strollad tud pe e-lec'h m'en deus graet e annez eo un tiriad.
Emañ e darzh ar ger tiriad er gwrizienn indezeuropat *tir a gaver en iwerzhoneg (Tír na nÓg, "Douar ar Yaouankiz") koulz hag e latin terra. Kevatal d'ar ger douar eo bet.

Skor retañ ar galloud eo an tiriad hag eo ret ivez d'an dud kavout un tiriad ma vez sachet boued ha traoù ret diwarnañ. Termeniñ an tiriadoù en un doare resis-tre eo pal kentañ ar ventoniezh marteze. E studi ar Gwir e kaver meur a lodenn a denn da gudennoù an tiriad : Gwir etrebroadel (termeniñ harzoù ar riezoù ha petra a vez graet en o c'hichen), Gwir ar brezel (aloubiñ un tiriad e vez pal ar brezel alies), Gwir keodedel (termeniñ harzoù ar berc'henniezh).