Mont d’an endalc’had

Gwir (lezenn)

Eus Wikipedia
Sant Yves a zispenn ar gwir etre ar re binvidik hag ar re baour (Gwineventer, chapel Saint-Mélar e Lokmelar)
Coutumes et constitutions de Bretagne gant Nicolas Dalier hag Alain Bouchart, levr embannet e 1485 e Brehant-Loudieg

Un hollad reolennoù evit ar gundu diavaez savet gant an dud eo ar gwir pe al lezenn. Da staliañ an darempredoù sokial ha kendelc'her anezho dre ur sistem kastizadurioù foran e servij ar gwir. Kinnig ar gastizadur foran ma n'eo ket pleget d'ar reolenn publik, setu ar pezh a ya d'ober ur reolenn gwirel ha ne weler ket an dra-mañ evit reolennoù all evel re ar vuhezegezh hag ar sevended. E kevredigezhioù ma reer gant ar skritur e embanner ar reolennoù gwirel dre skrid a reer lezennoù eus outo. En Europa, awennoù ar gwir a zo o tont eus ar Gwir Roman, Gresian, ha german.

Disheñvel eo ar reizhiadoù lezennel, lec'hioù pe lec'h, etre ar barregezhioù, gant o diforc'hioù dielfennet er gwir keñveriañ. E barregezhioù ar gwir sivil e vez kodifiet ha kreñvaet al lezenn gant ul lezennadur[1].

Implijet e vez al lezenn relijiel e kumuniezhioù ha stadoù relijiel zo, ha levezonet en deus al lezenn a-gozh[2].

  1. (en) Mason, Anthony (1996). The Judge as Law-maker. James Cook University Mayo Lecture
  2. (en) Berman, Harold J. (1983). Religious Foundations of Law in the West: An Historical Perspective. Journal of Law and Religion. 1 (1). Cambridge University Press: 3–43