Lu
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Iskevrennad eus | aozadur armet |
---|---|
Arvez | military affairs |
Tachenn labour | military science, military affairs |
Studiet gant | military history, military sociology |
- Evit implijoù all, gwelet Lu (disheñvelout).
An arme pe al lu (liester : luioù pe luoz gant Meven Mordiern) a zo ur strollad tud armet, pe hollad an dud armet ez-reoliek war dir ur riez pe ur vroad.
Koulskoude e c'heller gwelout luioù ha n'int ket bodet gant ur riez ofisiel. O vezañ er-maez eus al lezenn etrebroadel e c'hellont pe bezañ trec'h war lu ar riez m'emaint o stourm outañ ha diouzh-se sevel ur riez nevez pe bezañ trec'het pe dizhout un emglev peoc'h. Ul lu a c'hell ivez bezañ nann-milourel pa dalvez ar ger kement hag un bern tud bodet diouzh o intent (Lu ar Salvidigezh da skouer) pe diouzh o stadoù (lu an dud dilabour). Hogos pep riez en deus ul lu, nemet er re vihanañ (Monaco, San Marino, Liechtenstein...) ha n'eus ket a nerzh milourel e Costa Rica dre m'eo berzhet gant e vonreizh.
Aozadur hollel al luioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-barzh lu ar riez ha seul vui m'eo niverus e c'hell ober lu eus un nebeud korfoù milourel strollet. Al luioù-se a vez roet un niver dezho hag ur pennjeneral en o fenn. Da skouer, pep rann an talbenn brezel a zo dezhañ ul lu evit stourm war an hed termenet evitañ. War an holl dachenn vrezel e c'hell bezañ ul lu tachenn rannet etre rannoù-lu o zo renet o obererezhioù brezel gant an penngarter, sez ar pennjeneral. Hemañ a glask lec'hiañ mat ar rannoù-lu, kas darn anezho da lec'hioù an talbenn m'eo ezhomm evit difenn ur bastell-vro pe bouezañ war an enebour.
Rummoù al luioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurliesañ e vez luioù riez rannet hervez an araezioù treuzdougen arveret evit brezeliñ warno :
- an tirlu pe arme-douar m'emañ soudarded troadegerien gopret gantañ bodet e rann an troadegiezh. Gwechall ez ae an droadegerien war droad, met treuzdouget e vezont war girri ordinal pe houarnet,
- an aerlu evit an nerzhioù milourel treuzdouget gant nijerezioù ha askelloù-biñs,
- ar morlu evit an nerzhioù milourel treuzdouget gant listri gorre, listri-splujer ha bagoù. Koulskoude e c'heller kavout listri pe nijerezhioù e rannoù luioù-douar zo ha soudarded gouest da stourm war an douar goude bezañ bet treuzdouget war listri (troadegiezh ar morlu),
- ar milisoù n'int ket luioù e pep degouezh : a-wechoù ez int gwarded-vro dezho ar c'hefridi harpañ al lu reoliek pe a-wechoù nerzhioù polis milouriet.