Korsika

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Korsika | |
---|---|
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | collectivité territoriale de Corse |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Pennlec'h (prefeti) | Aiacciu |
Prezidant(ez) ar c'huzul-rannvro Amzer gefridi | Jean-Guy Talamoni 2015-2021 |
Prefed(ez) | Josiane Chevalier |
Kod INSEE | 94 |
Lec'hienn web | https://www.corse.fr/ |
Poblañsouriezh | |
Anv annezidi | corses |
Poblañs | 334 938 ann. (2017)[1] |
Stankter | 39 ann./km² |
Douaroniezh | |
Kenurzhiennoù | |
Gorread | 8 680 km² |
Adrannoù | |
Departamantoù | Korsika-Uhel, Korsika-ar-Su |
Niver arondisamantoù | 5 |
Niver kantonioù | 26 |
Niver etrekumuniezhioù | |
Niver kumunioù | 360 |
kemmañ ![]() |
Korsika (Corsica e korseg, Corse e galleg) a zo un enezenn hag ur vroad er Mor Kreizdouar. Un departamant gall eo bet, ur rannvro eus Frañs eo bremañ, enni daou zepartamant:
- Korsika-Uhel (2B, Haute-Corse e galleg) en hanternoz,
- ha Korsika-ar-Su (2A, Corse-du-sud e galleg) er c'hreisteiz.
Div yezh a vez komzet eno: galleg ha korseg.
Aiacciu (Ajaccio e galleg) eo pennlec'h an enez. Eno emañ prefeti departamant Korsika ar Su ivez. Met Corti, e-kreiz an enez, war an hent etre Aiacciu ha Bastia, eo ar gêr-benn istorel; kêr-benn e oa da vare an dizalc'hiezh.
E Bastia, ar gêr vrasañ eus Korsika, emañ prefeti departamant Korsika Uhel.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar stad demokratel gentañ en Europa e voe Korsika, gant ur Vonreizh (da gentañ e 1735 ha da eil e 1755). Goude emgann Ponte Nuovu, d’an 8 a viz Mae 1769, ma voe pilet arme Pasquale Paoli gant ar C'hallaoued kalz niverusoc’h, e voe staget Korsika ouzh Bro-C'hall.
Mont a reas Korsika d'ober un departamant gall etre 1790 ha 1793 hag etre 1811 ha 1976.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pevarvet enezenn vrasañ ar Mor Kreizdouar eo, goude Sikilia, Kiprenez ha Sardigna. 184 km a zo etre he foent norzh hag e foent su. E 12 km eus Sardigna emañ er su ha 160 km eus Genova e Liguria er norzh. E 83 km eus Livorno e Toskana emañ er biz hag e 180 km eus Nisa emañ er gwalarn.
Monte Cinto eo he menez uhelañ (2706m).
Kêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Aiacciu
- Aleria
- Bastìa
- Bunifaziu
- Calvi
- Cervioni
- Corti
- L'Ìsula
- Portivechju
- Prupià
- Ruglianu
- San Fiurenzu
- Sartè
- Vicu
Ar yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwelet korseg.
|