Rannvro Breizh

Eus Wikipedia
Breizh
Rannvro Breizh
Anv gallek (ofisiel) Bretagne
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Pennlec'h
(prefeti)
Roazhon
Prezidant(ez) ar c'huzul-rannvro
Amzer gefridi
Loïg Chesnais-Girard
2017-2021
Prefed(ez) Michèle Kirry
Kod INSEE 53
Lec'hienn web https://www.bretagne.bzh
Poblañsouriezh
Poblañs 3 373 835 ann. (2020)[1]
Stankter 124 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù 48° 08′ 07″ Norzh
1° 39′ 43″ Kornôg
/ 48.1353, -1.662
Gorread 27 208 km²
Adrannoù
Departamantoù Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen, Mor-Bihan
Niver arondisamantoù 15
Niver kantonioù 102
Niver etrekumuniezhioù
Niver kumunioù 1 208


Rannvro Breizh zo ur rannvro eus ar Republik c'hall, ha n'eus ken nemet pevar departamant enni: Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed, Mor-Bihan hag Il-ha-Gwilen. Ne glot ket gant Breizh eta, a zo bet rannet etre pemp departamant, Liger-Atlantel ouzhpenn ar pevar meneget a-raok, e 1790, pa voe krouet an departamantoù gall.

Stag eo Liger-Atlantel ouzh ar rannvro c'hall Broioù al Liger abaoe krouidigezh ar rannvroioù.

Politikerezh Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rannvro evel ma'z eo bet divizet gant ar gouarnamant gall.

Abaoe dilennadegoù rannvro 2010 ez eo ar c'hengevreadur PS ha kleiz diseurt (40) -PCF (6) - "Ekologiezh Breizh" (6) a zo e penn Kuzul Rannvro Breizh. An UDB (4) hag ar Re C'hlas/EE (7) n'emaint ket eus tu ar Prezidant.

Dilennadegoù / Strollegezhioù Dehou Kleiz
Dilennadeg ar Prezidant e (eil tro) 47,32% (Nicolas Sarkozy) 52,68% (Ségolène Royal)
Kuzul Rannvroel Breizh 20 (UMP, NC, dehou diseurt) 63 (PS-PRG-PCF - EE - Ar Re C'hlas-UDB)
Kuzulioù-departamant Breizh 1 3
Kannaded 12 14
Senedourien 2 12
Kêrioù-penn an departamantoù 2 2

Liammoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Keveleriñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Strollegezh Abaoe
 Sina Proviñs Shandong 1985
Alamagn Saks Stad dieub Saks 1995
Kembre Kembre Gouarnamant Kembre 2004
Banniel Polonia Polonia Voivodelezh Wielkopolska 2005
 Madagaskar Rannvroioù Anosy hag Analanjirofo 2007

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA